Johan Borgen
Obererezh romantoù, pennadoù kelaouiñ
Ganedigezh 28 a viz Ebrel 1902
e Kristiania
Marv 16 a viz Here 1979
Yezh skrivañ norvegeg
Enorioù

Johan Collett Müller Borgen (28 a viz Ebrel 1902 e Kristiania - 16 a viz Here 1979) a oa ur skrivagner, kazetenner ha buruteller norvegiat. Annemarta Borgen a oa e wreg. Gant an anv-pluenn Mumle Gåsegg e skrivas pennadoù berr e gazetenn Dagbladet, dreist-holl e-pad an Eil Brezel-bed. Enno e rae goap ouzh ar gouarnamant nazi. Pa voe dizoloet e voe kaset da gamp-bac'h Grini. E romant brudetañ eo Lillelord (1955). Pennskrivagner ar gelaouenn lennegel Vinduet e voe etre 1954 ha 1959.