Johanna Rolland, ganet d'an 11 a viz Mae 1979 e Naoned, zo ur bolitikourez vreizhat, ezel eus ar Strollad Sokialour.

Johanna Rolland e 2014.

Skoliet e voe e Gwerzhav (skolaj Jean Monnet) hag e Naoned (lise ar Bourdonnières), ma tapas he bachelouriezh en 1997. Daou vloavezh studioù uhel a reas el lise Gabriel-Guist'hau a-raok mont d'an Ensavadur ar studioù politikel e Lille ma voe diplomet en 2001. Goude e reas ur master « diorren lec'hel ar C'hêr » e skol-veur Pierre Mendès-France e Grenoble .

Maerez kêr Naoned (Liger-Atlantel) eo abaoe ar 4 a viz Ebrel 2014. 135vet maer Naoned eo. Ar vaerez kentañ eo[1].

Goude dilennadegoù ti-kêr 2020, ma voe trec'h, eo bet lakaet ganti banniel Breizh war talbenn ti-kêr Naoned. Embannet he deus nebeut goude e vo savet ur referendom gant ar Stad gall diwar-benn adunvaniezh Breizh, hag e vo votet a-enep ganti.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (fr) « Mairie de Nantes. La liste des conseillers », Ouest-France, 4 a viz Ebrel 2014.