Johanna Wolf
Johanna Wolf (1añ a viz Even 1900 e München - 5 a viz Even 1985 e München) a voe unan eus sekretourezed Hitler.
E 1929 e voe degemeret evel bizskriverez gant Hitler, ha war-un-dro e teuas da vezañ ezel eus ar strollad nazi. Pa voe anvet Hitler da gañseller e miz Genver 1933 e teuas-hi da vezañ sekretourez kentañ ar c'hañsellerezh. Dont a reas neuze da vezañ unan eus an dud a oa tost ouzh Hitler. E-touez ar re az eas da repuiñ er Führerbunker e-pad emgann Berlin e voe ivez.
D'an 22 a viz Ebrel 1945 e tivizas Hitler chom e Berlin hag en em zistruj. Goulenn a reas gant Wolf ha Christa Schroeder mont betek e di e Berchtesgaden e Bavaria; dezho da gavout ha da zistruj an dielloù a oa eno a-raok m'en en gavje an Amerikaned. Wolf ha Schroeder a voe tapet en deiz war-lerc'h e Bad Tölz, pa oa an Amerikaned oc'h aloubiñ Berchtesgaden. Dieubet e voent d'ar 14 a viz Genver 1948.
Goude-se e tilojas da Gaufbeuren hag e varvas e München e 1985.
Sekretourezed zo evel Schroeder pe Traudl Junge a asantas komz diwar-benn o labour pe diwar-benn Hitler. Wolf a nac'has en ober a-hed he buhez. Er bloavezhioù 1970 e voe kinniget ur sammad argant bras dezhi evit ma skrivfe hec'h eñvorennoù, met nac'hañ a reas hag e lavaras ne oa nemet ur sekretourez prevez.