Dyfnallt, pe John Dyfnallt Owen e wir anv, a oa ur beleg hag ur barzh kembraek. Ganet e oa bet e Llan-giwg e 1873 ha marvet e oa e klañvdi Casnewydd (Mynwy) d'an 28 a viz Kerzu 1956, en e 83 bloaz.

Mengleuzier oa bet en e yaouankiz, hogen, o vezañ graet e studi gant skoazell e vignoned, e teuas da vezañ beleg protestant. E-pad meur a vloaz e voe e penn ar gelaouenn sizhuniek Y Tyst. Brudet e oa evel barzh ha broadelour. E bloavezhioù diwezhañ e vuhez e oa bet anvet da Arc'hdrouiz Kembre.

Dyfnallt a oa, hep mar ebet, brasañ mignon Breizh e Keltia tramor. A-raok an Eil Brezel-bed e teuas da Vreizh meur a wech da dremen pennadoù-amzer gant e geneil an Aotrou Yann-Vari Perrot. Ar Vretoned a yae da Gembre a veze degemeret gantañ atav gant madelezh.

Pa darzhas ar brezel, troc'het an darempred etre Breizh ha Kembre, Dyfnallt ne baouezas ket da soñjal en hor bro. Neuze, goude aloubadeg Kornôg Europa gant ar Saozon hag an Amerikaned e 1944, e klevas ar c'heloù spontus : e vignon an Aotrou Perrot muntret, broadelourien Vreizh lazhet ha karc'hariet. Klañv-bras e oa d'an ampoent. Daoust da se e kavas nerzh a-walc'h da aozañ ur groaziadeg dre Gembre evit harpañ ar Vretoned heskinet. Ar groaziadeg-se a reas kalz evit gwellaat planedenn an dud toullbac'het.

Dyfnallt a oa ezel eus ar C'hendalc'h Keltiek. Unan eus ar rummad Kembreiz e oa a labouras kement evit an etrekeltelezh.

Oberennoù

kemmañ
  • Min yr hwyr (1934)
  • O ben tir Llydaw. Gwasg Aberystwyth, 1937. Danevell ur veaj da Vreizh
  • Y greal a cherddi eraill (1946)
  • Rhamant a rhyddid (1952)
  • Ar y tŵr (1953)