John F. Nash Jr.
John Forbes Nash Jr a zo ur matematikour hag ekonomour amerikan.
Ganet eo bet d'an 13 a viz Mezheven 1928 e Bluefield e Virginia ar C'hornôg. Aet eo da Anaon d'ar 23 a viz Mae 2015 en ur gwallzarvoud taksi.
E dud oa John Nash Sr, ijinour, ha Virginia Martin, kelennerez.
Etre 1945 ha 1948 e studias e Carnegie Institute of Technology e Pittsburgh evit bezañ ijinour evel e dad met dont a reas da vezañ sot gant ar matematikoù. Ober a reas anaoudegezh gant oberenn John Von Neumann "The Theory of Games and Economic Behavior" bet embannet e 1944 hag e krogas da studiañ teorienn ar c'hoarioù.
Mont a reas da Skol-veur Princeton goude. En e dezenn e 1950 a-zivout ar c'harioù nann-kenoberus e tiskouezas dija ar pezh a voe anvet goude "kempouez Nash" hag a zegasas dezhañ Priz Nobel an Ekonomiezh diwezhatoc'h.
Kalz kavadennoù a-bouezh en deus graet war dachenn ar matematikoù.
Labouret en deus evit RAND Corporation. Kelennet en deus e Princeton e 1950-1951 hag en MIT e 1951-1952.
E 1958 e voe tizhet gant ar skizofreniezh ha ne embannas netra e-pad tregont vloaz.
Er bloavezhioù 1990 ec'h adkavas un darn vat eus e varregezh labour.
Resevet en deus Priz Nobel an Ekonomiezh e 1994 gant Reinhard Selten ha John Harsanyi evit o labourioù war teorienn ar c'hoarioù, ha Priz Abel e 2015.
Ur film awenet gant e vuhez a zo bet aozet gant Ron Howard e 2001 : ''A Beautifil Mind''.
Levrlennadur
kemmañ- Menegiñ a ra Jacques Généreux labourioù John Forbes Nash ("kempouez Nash") en e levr Jacques Généreux explique l'économie à tout le monde ; Le Seuil ; 2014 ; ISBN 978-2-02-109782-5