Priz Abel
Ar priz Abel a zo ur gopr roet bep bloaz d'ur matematikour gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri.
Penn kentañ
kemmañE 2001, da lidañ daou c'hant vloaz ganedigezh ar matematikour Norvegian Niels Henrik Abel (1802), e tivizas gouarnamant Norvegia krouiñ ur priz nevez evit ar vatematikourien. Pal ar priz-se a zo talañ ouzh ar mank a briz Nobel e matematik. Medalenn Fields a vez lakaet da gevatal alies, met ar priz-mañ ne vez ket roet bep bloaz ha n'eo graet nemet evit matematikourien en tu-mañ da 40 vloaz.
Ar priz
kemmañAr priz a vez roet gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri. Pemp matematikour etrevroadel a vez er bodad titlañ. Roet e vez ar priz gant Roue Norvegia e miz Meurzh, talvezout a ra 6 milion a gurunennoù, e-tro 730 000 euro. Norvegia he deus roet 200 milion a gurunennoù da bourvez ziazez (e-tro 25 milion a euroioù).
Listenn al loreidi
kemmañ- 2003: Jean-Pierre Serre (Bro C'hall, Skolaj Bro C'hall)
- 2004: Michael Atiyah (Rouantelezh Unanet, Skol Veur Dinedin) hag Isadore Singer (SUA, MIT)
- 2005: Peter Lax (Hungaria, Courant Institute of Mathematical Sciences eus New York)
- 2006: Lennart Carleson (Sveden, Ensavadur roueel teknologiezh Stockholm)
- 2007: Sathamangalam R. Srinivasa Varadhan (India, National Academy of Sciences)
- 2008: John G. Thompson (Stadoù-Unanet Amerika, University of Florida) hag Jacques Tits (Belgia, Collège de France)
- 2009: Mic'hail Gromov (Rusia, Institut des Hautes Études Scientifiques)
- 2010 : John Tate (Stadoù-Unanet), University of Texas at Austin)
- 2011 : John Milnor (Stadoù-Unanet), Stony Brook University)
- 2012 : Endre Szemerédi (Hungaria, Stadoù-Unanet, Rényi Alfréd Matematikai Kutatóintézet, Rutgers University)
- 2013 : Pierre Deligne (Belgia, Institute for Advanced Study)
- 2014 : Yakov Sinai (Rusia, Stadoù-Unanet, Институ́т теорети́ческой фи́зики им. Л. Д. Ланда́у, Princeton University)
- 2015 : John F. Nash (Stadoù-Unanet, Princeton University), Louis Nirenberg (Kanada/Stadoù-Unanet, Courant Institute of Mathematical Sciences)
- 2016 : Andrew Wiles (Rouantelezh-Unanet, Oxford University)
- 2017 : Yves Meyer (Bro C'hall, École Normale Supérieure Paris-Saclay)
Liammoù diavaez
kemmañ- (no) (en) Lec'hienn ar priz