Sathamangalam R. Srinivasa Varadhan
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ganet eo Sathamangalam R. Srinivasa Varadhan d'an 2 a viz Genver 1940 e Madras (Chennai bremañ), en India. Ur probablour amerikan a orin indiat eo.
Studioù
kemmañE skol-veur Madras e tap un aotreegezh e 1959 hag un doktorelezh en Indian Statistical Institute (ISI) e 1963, renet gant Calyampudi R. Rao. Abaoe 1963 e labour e Courant Institute of Mathematical Sciences eus New York University, kelenner eo eno bremañ (2007).
Goproù
kemmañ- Priz Steele, e 1996 evit e labour gant Daniel W. Stroock war an doare skignadur
- Priz Abel, e 2007 evit teorienn an diroudadurioù ledan gant Monroe Donsker