John Langalibalele Dube

John Langalibalele Dube (22 C'hwevrer 1871, Inanda, Suafrika – 11 C'hwevrer 1946, Durban, Suafrika) a oa ur skrivagner, kazetenner, politiker ha prederour eus Suafrika e zouloueg. Bez' e voe prezidant kentañ ar South African Native National Congress (SANNC), aet diwezhatoc'h da African National Congress.

John L. Dube, war-dro 1910

Dont a rae John Dube eus ur familh uhel, ha mab d'ur pastor e oa. Skoliet e voe gant misionerien stadudanat ha da 16 vloaz e voe kaset d'ar Stadoù Unanet gant ar visionerien-se da zaremprediñ ur skol gristen eno, an Oberlin Institute. Er Stadoù Unanet e welas John Dube ur vro ma oa bet lamet ar sklaverezh. Distreiñ a reas da Suafrika ma voe misioner d'e dro ha ma krouas skolioù adalek 1900. Ur stourmer evit gwirioù ar re zu e voe ha skrivañ a reas kalz, e zouloueg hag e saozneg. E 1930 e embannas ur romant istorel e zouloueg, "Ujege, mevel Shaka". Skrivañ a reas ivez levrioù diwar-benn buhezioù ar rouaned zoulou, evel ar roue Dinizulu.

John Dube ne oa ket un dispac'hour hag an SANNC ne oa ket ur strollad dispac'hourien kennebeut evel ma teuas an ANC da vezañ diwezhatoc'h. Met a-hed e vuhez e stourmas evit gwirioù mab-den hag evit unaniezh ar re zu.

Skridoù

kemmañ
  • 1930 : (Ujeqe, Insila ka Shaka ("Ujege, mevel Shaka") ur romant istorel;
  • Umuntu Isita Sake Uqobo Lwake ("An den eo e enebour gwashañ")

Dube, asambles gant e wreg Nokutela Dube, a savas ar gazetenn gentañ e zouloueg, Ilanga laseNatal.

Liammoù diavaez

kemmañ