John Palsgrave
John Palsgrave, ganet war-dro 1480 e Londrez ha marv e 1554 e Northamptonshire, a oa ur beleg katolik e lez Herri VIII, roue Bro-Saoz.
Sevel a reas ul levr anvet Lesclarcissement de la langue francoyse ("L'éclaircissement de la langue française"), ul levr skrivet e saozneg daoust d'e ditl gallek. Al levr-se, embannet e Londrez e 1530, a seller outañ evel ar c'hentañ yezhadur eus ar galleg. Savet e oa bet evit ar Saozon o doa c'hoant da zeskiñ galleg.
Treiñ a reas e saozneg ivez ur pezh-c'hoari skrivet e latin gant Wilhelm Gnapheus.
Levrlennadur
kemmañ- John Palsgrave, L'éclaircissement de la langue française (1530), Paris, Honoré Champion, 2003, ISBN 2745308513.
- Gabriele Stein, John Palsgrave as Renaissance Linguist: A Pioneer in Vernacular Language Description, Oxford, Clarendon Press, 1997, ISBN 0198235054.