John Michael Scalzi II
John Scalzi
John Scalzi e 2017.
Anv ofisiel John Michael Scalzi II
Anv pluenn John Scalzi
Obererezh romanter
Ganedigezh d'an 10 a viz Mae 1969
e Fairfield, Kalifornia, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Yezh skrivañ saozneg
Rumm lennegel skiant-faltazi
Enorioù Priz Hugo
Oberennoù pennañ

Lec'hienn ofisiel whatever.scalzi.com/2005/09/03/being-poor/

John Michael Scalzi II, ganet d'an 10 a viz Mae 1969, zo ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat ha prezidant ar Science Fiction and Fantasy Writers of America. Brudet eo bet gant an heuliad romantoù Old Man's War. Eus an heuliad-se, tri romant a zo bet enoret gant ar priz Hugo Award. Bez eo bet enoret ivez evit e labour war e vlog lec'h ma'z eus bet skrivet gantañ e-leizh a deuliadoù war ar skiant-faltazi abaoe 1998. Tapet eo bet gantañ ar priz Hugo Award for Best Fan Writer e 2008, evit e labour diseurt war e vlog, dreist-holl, hag a zo bet implijet ivez evit reiñ harp da obererezhioù madobererezh.

E romant Redshirts a oa bet enoret e 2013 gant un Hugo Award for Best Novel. Skrivet en deus bet ivez un nebeud levrioù n'int ket levrioù skiant-faltazi ha pennadoù war an ekonomiezh, ar c'hoarioù video, filmoù, ar politikerezh. Goulennet e oa bet gantañ reiñ harp e ijin evit ar stirad skinwel Stargate Universe.

Oberennoù kemmañ

Bed Old Man's War kemmañ