John Steele (harzlammer)
Ar soudard John M. Steele (ganet d'an 29 a viz Du 1912 e Metropolis (Illinois) hag aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Mae 1969 e Fayetteville, NC) a oa un harzlamemr stadunanat a voe stanket a-istribilh ouzh tour iliz Sainte-Mère-Église, ar gêriadenn gentañ e Normandi a voe dieubet gant an United States Army e-pad an D-Day, d'ar 6 a viz Even 1944.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | John, Marvin |
Anv-familh | Steele |
Deiziad ganedigezh | 29 Du 1912 |
Lec'h ganedigezh | Metropolis |
Deiziad ar marv | 14 Mae 1969 |
Lec'h ar marv | Fayetteville |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | laryngeal cancer |
Micher | harzlammer milourel |
Sport | skydiving |
Grad milourel | private |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | United States Army |
Prizioù resevet | Bronze Star Medal, Purple Heart |
An oberiadur-brezel
kemmañAn nozvezh a-raok an dilestradeg en Normandi (5-6 a viz Even 1944), soudarded stadunanat eus an 82nd Airborne a lammas war ur zonenn er gornôg da Sainte-Mère-Église dre gwagennoù lies. Ar gêriadennig a oa bet bombezet gant kirri-nij ha tan a oa bet plantet dre unan eus ar vombezennoù-tan en un ti e reter plasenn an ti-kêr.
Kleier tour an iliz a oa o senniñ evit gervel an dud rak ar bombezadeg hag an tan. tud ar gêr dindan selloù an Alamanted o devoa savet ur chadenn-denel evit lazhañ an tan-gwall.
Da 1eur vintin, ar blasenn a oa leuniet gant tud ar gêriadenn ha soudarded Alaman. Dres pa errue daou vagad harzlammerien eus ar 1añ hag an 2l vatalion.
An harzlammerien a ao palioù aes da dizhout. Steel a oa bet unan eus ar re nemetañ da vezañ chomet hep gloazadenn. Chomet e oa a-istribilh eus tour an iliz dre ma oa stanket e harzlamm ouzh unan eus begoù an tour iliz. An harzlamm a oa stanket gant ar gerdinn tennet d'ar greñvañ, ne c'helle ket fiñval.
An harzlammerien gloazet a oa astennet war al leur oc'h ober vann bezañ marvet ha chom a rejont div eur evel-se. Goude-se e voent harzet ha prizoniet an holl anezho memes Steele. Deuet e oa a-benn da derc'hout diouzh an Alamanted ha da adkavout e zivizion pa voe taget ar gêriadennig gant soudarded an 3de Batalhion eus ar 505th Parachute Infantry Regiment. Prizoniet e voe ganto 30 Alaman ha lazhet 11 all. Enoret e voe John Steele gant medalenn ar Bronze Star for valor kement ha gant ar Purple Heart evit bezañ bet gloazet er stourm.
Goude ar brezel
kemmañGloazet e oa bet met gant chañs e oa deuet a-benn da zreistvevañ. Kendalc'het en deus e vuhez pad da zont da weladenniñ ar gêriadenn ha deuet e oa da vezañ keodedour à enor Sainte-Mère-Église. Un davarn a zo hiziv-an-deiz c'hoazh anvet John Steele, nepell eo diouzh ar blasenn vras. Dalc'het e vez bev memor ar soudard dre poltriji lies, lizhiri personel ha pennadoù kazetenniñ ouzh ar vogerioù.
Steele a zo aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Mae 1969, e Fayetteville, NC dre ur c'hrign-bev eus ar gouzoug.