Jordana Brewster, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1980, zo un top model hag aktourez stadunanat. C'hoariet he doa en ul lodenn eus ar stirad skinwel All My Children e 1995 ha goude-se e c'hoarias ar roll alies a Nikki Munson er stirad skinwel As the World Turns. Lakaet e voe he anv war ar renk evit an Outstanding Teen Performer e-pad ar Soap Opera Digest Award e 1997. Ar c'hentañ roll c'hoariet ganti en ur film a voe er film spont skiant-faltazi gant Robert Rodriguez anvet The Faculty hag embannet e 1998.

Jordana Brewster
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Brazil, Panamá Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJordana Brewster Kemmañ
Anv-bihanJordana Kemmañ
Anv-familhBrewster Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Ebr 1980 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCiudad de Panamá Kemmañ
TadAlden Brewster Kemmañ
MammMaria João Kemmañ
PriedAndrew Form Kemmañ
BugelJulian Form-Brewster, Rowan Brewster-Form Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg, saozneg, spagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour, aktour sinema Kemmañ
Tachenn labourSinema, acting Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Yale, Berkeley College Kemmañ
Lec'h annezLos Angeles Kemmañ
Deroù ar prantad labour2001 Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ

Brudet e voe da vat pa grogas da c'hoari roll Mia Toretto er film The Fast and the Furious (2001). Adkemeret he deus ar roll er filmoù da heul en heuliad, Fast & Furious (2009), Fast Five (2011), Fast & Furious 6 (2013), ha Furious 7 (2015). E-touez he filmoù all emañ an drama The Invisible Circus (2001), ar film fent D.E.B.S. (2004) hag ar film spont The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning (2006).

Brewster a zo bet gwelet er stirad skinwel Dallas etre 2012 ha 2014. C'hoariet he deus ivez e pemp lodenn ar stirad skinwel American Crime Story (2016). C'hoariet he deus an doktor Maureen Cahill er stirad skinwel Lethal Weapon (2016–2018) war ar chadenn Fox.

Filmoù

kemmañ

Sinema

kemmañ
Bloavezh Titl Roll Notennoù
1998 The Faculty Delilah Profitt
2001 The Invisible Circus Phoebe
2001 The Fast and the Furious Mia Toretto
2004 D.E.B.S. Lucy Diamond
2005 Nearing Grace Grace Chance
2006 Annapolis Ali Halloway
2006 The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning Chrissie
2009 Fast & Furious Mia Toretto
2011 Fast Five Mia Toretto
2013 Fast & Furious 6 Mia Toretto
2014 American Heist Emily VOD hag embann bihan niver
2015 Home Sweet Hell Dusty VOD hag embann bihan niver
2015 Furious 7 Mia Toretto
Da vezañ embannet Random Acts of Violence Kathy Filmañ

Skinwel

kemmañ
Bloavezh Titl Roll Notennoù
1995 All My Children Anita Santos 1 lodenn
1995–2001 As the World Turns Nikki Munson Roll alies, 104 lodenn
1999 The '60s Sarah Weinstock Ministirad
2007 Mr. and Mrs. Smith Jane Smith Lodenn pilot diembann
2008–2009 Chuck Jill Roberts 4 lodenn
2010 Dark Blue Maria 3 lodenn
2010 Gigantic Celebrity 2 lodenn
2012–2014 Dallas Elena Ramos Roll penn
2016 American Crime Story Denise Brown Roll alies, 5 lodenn
2016 Secrets and Lies Kate Warner Roll penn (koulzad 2)
2016– Lethal Weapon Dr. Maureen Cahill Roll penn
2018 Diana Jane Fellowes, Baroness Fellowes Film skinwel