Jordi Sànchez
Jordi Sànchez i Picanyol (bet ganet e 1964 e Barcelona) a zo ur stourmer politikel katalan a sav a-du gant dizalc'hidigezh ar vro. Prezidant an Assemblea Nacional Catalana eo abaoe 2015.
Abalamour d'e berzh en aozadur ar referendom war dizalc'hidigezh Katalonia eo bet toull-bac'het ha tamallet a zispac'had gant gouarnamant ha justis Spagn.