Jorge Oñate

kaner kolombian

Jorge Antonio González Oñate (La Paz, 31 a viz Meurzh 1952-28 a viz C'hwevrer 2021), anavezet evel Jorge Oñate, ha lesanvet "El Jilguero de América" hag "El Ruiseñor del Cesar", zo ur c'haner kolombian a sonerezh vallenato. Pa oa e barr e vrud e oa a-renk gant tud veur ar vallenato evel Diomedes Díaz, Rafael Orozco ha Poncho Zuleta.

Kargoù politikel en doe ivez en e gêriadenn, evel kuzulier, e departamant Cesar, hag eiler d'ar c'hannad Alfredo Cuello Dávila.