Jorj Belz zo bet kelenner brezhoneg hag istor ha douaroniezh. Soner ha kaner eo ivez, dastumer hag enklasker.

Ganet eo bet e Plouharnel e 1951. Goude studioù e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e skol-veur Roazhon 2, en deus graet ar vicher kelenner e Pondi. Pa oa yaouank en doa savet ar strollad kanerien Trouzerion Mod Kozh (An Drouzerion diwezhatoc'h) gant tud a bep seurt oad, da ganañ tonioù eus e gorn-bro. A-hed e vuhez en deus graet ul labour dastum, dastum kanaouennoù, dastum skridoù, dastum koefoù ha gwiskamantoù ivez. Ingal e ra prezegennoù diwar-benn brezhoneg Bro-Gwened, pe diwar-benn istor hag hengounioù ar vro-se.

Embannadurioù

kemmañ
  • Sonamb get en Drouzerion, 2 levrenn embannet gant Hor Yezh, 1985
  • Œuvres de Pierre Le Goff, embannet gant Skol-Uhel ar Vro, 1986

Liammoù diavaez

kemmañ