Josep Lluís Trapero Álvarez
Josep Lluís Trapero Álvarez, bet ganet e Badalona e Katalonia e 1965, a zo bet penngomiser ar Mossos d'Esquadra e 2017 a-raok bezañ skarzhet gant gouarnamant Spagn abalamour da emzalc'h ar boliserien gatalan n'o dije ket graet o seizh gwellañ evit miret ouzh an dud da votiñ er referendom war an dizalc'hidigezh. Tamallet eo a zispac'had, daoust m'eo deuet mat gant ar brasañ niver eus an dud evit e roll en enklask a-enep sponterien gwall-daol Barcelona e miz Eost 2017.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/71/El_major_dels_Mossos%2C_Josep_Llu%C3%ADs_Trapero%2C_a_la_compareixen%C3%A7a_informativa_del_21_d%27agost_de_2017.jpg/220px-El_major_dels_Mossos%2C_Josep_Llu%C3%ADs_Trapero%2C_a_la_compareixen%C3%A7a_informativa_del_21_d%27agost_de_2017.jpg)