Josep Tarradellas i Joan, markiz Tarradellas, ganet d'an 19 a viz Genver 1899 e Cervelló ha marvet d'an 10 a viz Mezheven 1988 e Barcelona, a oa ur politikour katalan, prezidant ar Generalitat de Catalunya, en harlu eus 1954 da 1977, hag er vro betek 1980 e penn ar Generalitat adsavet.

Josep Tarradellas e 1931

Unan eus diazezerien ar gostezenn Esquerra Republicana de Catalunya e voe ha dilennet e voe en anv ar strollad-se kerkent ha 1931. Er bloavezh-se e teuas da vezañ kuzulier e gouarnamant ar Generalitat de Catalunya. E-pad Brezel diabarzh Spagn e voe anvet e penn kuzul-ren ar Generalitat.

Rankout a reas kuitaat Katalonia da vevañ en harlu, e Suis da gentañ hag e Bro-C'hall adalek 1939. Gant kannaded Katalonia en harlu e voe dilennet da brezidant ar Generalitat e 1954. E-pad pell e voe o chom e Saint-Martin-le-Beau, e-kreiz Bro-C'hall. E 1977, goude marv Franco, e c'hallas distreiñ da Gatalonia hag e-pad tri bloaz e voe prezidant ar Generalitat adsavet.