Journal des Dames zo ur mizieg a voe embannet gant ar skrivagner gall Charles Thorel de Campigneulles (1737-1805) adalek miz Genver 1759 betek miz Mezheven 1778[1]

Journal des Dames

Golo miz Genver 1774
Riez Rouantelezh Bro-C'hall Rouantelezh Bro-C'hall
Sez Pariz
La Haye
Skignadur Bro-C'hall
Yezh Galleg

Diazezer Charles Thorel de Campigneulles
Deroù Genver 1759
Diwezh Mezheven 1778
Mareadegezh Miziek
Ment in-8°, 90 x 165 cm
Danvez Meskadoù lennegel

OCLC 183339003

Evit bourc'hizezed desket e oa ar gazetenn, ma kavent oberennoùigoù e yezh plaen hag e gwerzennoù, koulz ha pennadoù brudañ ha barn al levrioù hag an abadennoù nevez.
Gwazed ha maouezed zo bet o ren ar gazetenn hag o skrivañ enni, met atav e veze sinet ar pennadoù gant anv ur vaouez ; pa veze ur vaouez o ren e veze komzet muioc'h eus oberennoù savet gant maouezed.

Renerien ha renerezed

kemmañ

An diazezer Charles Thorel de Campigneulles a voe ar pennskridaozer kentañ, e-pad tri miz hepken. Eizh den — 5 gwaz ha 3 maouez — a renas d'e heul.

  • Genver-Ebrel 1759 : Charles Thorel de Campigneulles ; biskoazh n'eo bet moullet e anv war ar gazetenn. Jean-Charles de Relongue de La Louptière e voe e genlabourer nemetañ.
  • Ebrel 1759 – Gwengolo 1761 : Jean-Charles de Relongue de La Louptière (1727-1784).
  • Here 1761 – Ebrel 1763 : an itron de Beaumer (1720-1766) ; ar c'hazetenner Barnabé Farmian Durosoy (1745-1792) a voe kenrener etre miz Ebrel ha miz Gwengolo 1762, rediet ma oa bet gant ar reizhaouer Malesherbes evit abegoù kontrollerezh.
  • Mae 1763 – Mae 1764 : an itron Catherine-Michelle de Maisonneuve († 1774) ; bloaz diwezhatoc'h e kinnigas d'ar roue Loeiz XV ur skouerenn eus Journal des Dames miz Ebrel 1765 ma oa galvet gwellañ skrivagnerien Bro-C'hall da skrivañ enni.
  • Mezheven 1764 – Gouere 1768 : Claude-Sixte Sautreau de Marsy (1740-1815) ha Joseph Mathon de la Cour (1738-1793).
  • Genver 1774 – Ebrel 1775 : ar varonez Marie-Émilie de Princen (1736-1812) ; "an it. de Montanclos" goude addimeziñ e miz Here 1774.
  • Mae 1775 – Kerzu 1776 : Louis-Sébastien Mercier (1740-1814).
  • Meurzh 1777 – Mezheven 1778 : Claude-Joseph Dorat (1734-1780).

Deskrivadur

kemmañ

Digemm eo chomet ment ar Journal des Dames a-hed he buhez : in-8°[2], 90 x 165 cm. C'hwec'h kaier in-8° (96 pajenn neuze) a oa e 1759 ; betek 120 pajenn a voe adalek miz Gouere 1763, ha 160 pajenn e miz Meurzh 1777.

Miziek e oa ar gazetenn, met mareadek eo bet alies : bez' ez eus bet niverennoù a embannas danvez daou pe dri miz en un taol.

Da vare ar Journal des Dames e veze embannet ar c'hazetennoù gant levrdierien ; 6 anezho a voe betek ma voe berzet ar gazetenn e 1768, ha 4 pa voe adembannet adalek 1774.
Tri skigner a voe e-pad ur mare evit un niver a goumananterien a oa etre 300 ha 1 000, met gant ar gazetennerien e veze graet al labour peurliesañ.

E proviñsoù ar rouantelezh e oa ar braz eus al lennerezed, hervez o lizheroù, betek 1777 ; adalek mare C.-J. Dorat e verzer, dre e skridoù, e oant kentoc'h eus Pariz da neuze ha boas da zoareoù al Lez.

Danvez

kemmañ

Ur gazetenn evit ar maouezed a voe diazezet gant Ch. Thorel de Campigneulles, da lavaret eo, hervez spered ar mare, e vije kavet enni pennadoù skañv evit ar blijadur (Genver 1759.) War e lerc'h e chomas J.-Ch. de Relongue de La Louptière war an hevelep hent, pa'z embannas mennout "ober al lez d'al lennerezed" (Ebrel 1761).
Kemmet e voe an traoù gant ar maouezed avat : e miz Here 1761 ez embannas an itron de Beaumer "diskouez e c'hall ar maouezed soñjal ha skrivañ". War he lerc'h, ar renerez nevez C.-M. de Maisonneuve a gadarnaas "n'eus ket un oristalez eus ur vaouez skiant-vat enni" (Mae 1763).
Koumoulekoc'h e voe mennozh ar gazetenn pa voe gwazed ouzh ar stur en-dro adalek miz Meheven 1764 : "diskouez ar pezh iskisañ ha dedennusañ" e voe linenn-stur Journal des Dames (Genver 1765) da neuze.
E 1774 ez embannas ar varonez de Princen en ur vrudfollenn e raje war-dro "kement oberenn nevez a zo bet aozet gant ar maouezed pe evit ar maouezed".
Bloaz goude, L.-S. Mercier a lakaas da c'houzout e roje pour da zonezoù ar goantenned"...
... hag e 1777 e skrivas C.-J. Dorat bezañ mennet da "dapout krog e kement tra a c'hall bout dedennusoc'h evit ar maouezed".

Kalz skridoù lennegel berr a voe er Journal des Dames evit gwir. Hervez piv a rene ar gazetenn e voe skridvarnadennoù, gant muioc'h a bennadoù a-zivout oberennoù gant maouezed da vare ar varonez. Gant ar maouezed o ren e voe embannet ar muiañ a bennadoù diwar-benn maouezed brudet.

Biskoazh ne voe ar Journal des Dames ur gazetenn diwar-benn ar c'hiz, daoust da raktresoù J.-Ch. de Relongue de La Louptière e 1761, an it. de Beaumer e 1763 hag ar varonez de Pricen e 1775.

A-raok ma vije embannet an niverenn gentañ e klaskas ul levrdier lakaat berz warni. Diarbennet e voe gant Malesherbes avat, goude selaouet an dugez de Chevreuse a oa bet aspedet gant Charles Thorel de Campigneulles.
Daoust d'an trec'h-se ne voe ket an diazezer evit padout e-tal tagadennoù dizehan ar gazetenn Mercure de France bet krouet e 1672, a zeuas a-benn d'e rediañ da zilemel an darn vuiañ eus skridoù lennegel niverenn miz Ebrel 1759.
Pa gemeras Jean-Charles de Relongue de La Louptière penn ar Journal des Dames e rankas stourm ouzh kontroller ar Stad c'hall, a nac'he ober war-dro ar gazetenn evit gwareziñ ar Mercure. Goude un nebeud mizioù e teuas ar pennskridaozer a-benn da vrudañ "dishualerezh ar maouezed", kement ha ken bihan ma voe ur vaouez o ren en e c'houde.
Gwregelourezed en un doare e voe an teir maouez a voe e penn ar gazetenn, betek bezañ hegaset meur a wech gant ar c'hontrollerezh. En amzer an it. de Beaumer e voe ret dilemel pennadoù (12 pajenn nebeutoc'h e niverenn miz Meurzh 1762), ha rediet e voe da lezel he flas d'ur c'hazetenner yaouank anvet Rozoi, a sinas an niverennoù eus miz Ebrel da miz Gwengolo 1762, diwar urzh arc'hontrollerezh bepred.
A-c'houde he zaol kaer dirak ar roue e kavas gwell d'an it. de Maisonneuve lezel ar stur gant daou waz ; dre strishaat ar stur, C.-S. Sautreau de Marsy ha J. Mathon de la Cour a lakaas ar Journal des Dames da bellaat diouzh ar maouezed e gwirionez.
E 1774, goude diskar Maodiern ar Justis René-Nicolas de Maupeou (1714-1792), e teuas ar varonez de Princier a-benn da adreiñ lañs d'ar gazetenn, gwarezet ma oa gant ar roue. Re labour e oa evit he yec'hed avat, hag e miz Ebrel 1775 e lezas ar sbloù d'he c'heneil L.-S. Mercier.
Hemañ a bellaas diouzh ar maouezed, hag a arveras ar Journal des Dames evel un arm e servij e vennozhioù politikel, enep ar strollad c'hoariva Comédie Française dreist-holl. Harellet e voe gant ar c'hontrollerezh, hag e miz Kerzu 1776 e werzhas ar gazetenn da unan eus e vignoned, a adwerzhas ar Journal des Dames da C.-J. Dorat.

Goude an niverenn diwezhañ, e miz Mezheven 1778, e voe prenet ar gazetenn gant al levraoueger-embanner Charles-Joseph Panckoucke (1736-1798) a-berzh Mercure de France.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Rattner Gelbart, Nina. Feminine and Opposition Journalism in Old Regime France. Berkeley : University of California, 1987 (ISBN 978-0-520-05761-6)
  • (fr) Sullerot, Évelyne. Histoire de la presse féminine en France des origines à 1848. Paris : Armand Colin, 1966.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) 'Dictionnaire des journaux'. Kavet : 18 Here 2021.
  2. Da lavaret eo ez eo bet pleget ar follenn baper dre deir gwech, evit reiñ 23 = 8 follenn, eleze 16 pajenn.