Josef Kadiou a oa person Kastell-Nevez-ar-Faou e 1944.

D’ar 6 a viz Eost 1944, da ziv eur diouzh ar mintin, ec'h erruas ur golonennad soudarded alaman e kêr. Un ehan a rejont eno a-raok tapout hent Brest da vont di da glask repu. O klask war-lerc’h ar maer en aner e oant pa zivizjont mont d’ar presbital. Ar beleg a gavjont eno. Skrapet ha kaset e voe ar paour-kaezh ganto evel gouestlad. Gallout a reas lammat diouzh ar c’harr ma oa dalc’het, pa oa ar soudarded nevez aet kuit eus kêr, nepell eus hent Penn ar Foenneg. Kerkent hag er-maez e voe gloazet gant un tenn mindrailherezig. Dont a reas a-benn d’en em stlejañ betek ti un annezad a c’halvas ar medisin d’ober war e dro. Hemañ a gasas anezhañ d’un ospital aozet dre guzh e Brieg gant ar Rezistanted. Daoust da gement-se e varvas nepell goude.
Interet e voe d’an 9 a viz Eost 1944, er gêr a oa bet dieubet etretant.

Savet ez eus bet un delwenn en e enor e-kichen iliz-parrez Kastell-Nevez-ar-Faou.