Juan Fernández el Labrador
Juan Fernández, lesanvet El Labrador a oa ul livour spagnol er XVIIvet kantved, oberiant entre 1629 ha 1636, hag a reas naturioù divuhez dreist-holl.
Buhez peuzdianav
kemmañJuan Fernández zo un den peuzdianav. Gouzout a reer e veve pell eus lez ar roue, hag e live bleunioù ha frouezh, ha rezin dreist-holl. Hervez Antonio Palomino, en deus skrivet un nebeud linennoù diwar-benn «Juan Labrador Pintor Insigne», a soñje e oa bet kelennet gant Luis de Morales hag e oa marvet en Madrid, kozh-mat, war-dro 1600. Palomino a grede ivez e oa eus Extremadura, hep prouenn. A-benn ar fin n'hon eus nemet ur fed: en renabl dastumadeg kentañ Markiz Leganés, graet en 1655, ez eus meneg eus un «porcelana de uvas, dos búcaros, unas castañas y bellotas», lakaet war gont al «labrador de las nabas», meneg a gaver adarre goude (1660) en renabl madoù Ramiro de Quiñones, perc'henn teir zaolenn diwar zorn al «Labrador de las navas», pourchaset dre hanterouriezh ur marc'hadour taolennoù anavezet, Francisco Berges. Hennezh en deus roet da soñjal e oa genidik eus Las Navas del Marqués (Ávila), met navas zo ul lec'hanv a ra dave d'ur gêriadenn en ur c'hornad plaen ha hep gwez, kumun a-walc'h en div Gastilla, ken na c'haller ket kavout al lec'h resis en dun doare asur[1].
Levrlennadur
kemmañ- Aterido, Angel (2013). Juan Fernandez Labrador. Still lifes (katalog diskouezadeg). Madrid: Prado Museum. ISBN 978-84-8480-260-0.
- Museo del Prado (1995). The beauty of the real. Vases and still lifes at the Museo del Prado 1600-1800. katalog diskouezadeg. Madrid: Publyco S. A. ISBN 84-87317-43-X.
- Palomino, Antonio (1988). The pictorial museum optical scale III. The picturesque Spanish Parnassus laureate. Madrid: Aguilar S. A. Editions. ISBN 84-03-88005-7.
- Pérez Sánchez, Alfonso E. (1983). Spanish Painting still life and vases from 1600 to Goya. Prado Museum, katalog diskouezadeg. Madrid: Ministry of Culture. ISBN 84-500-9335-X.
- Pérez Sánchez, Alfonso E. (1992). Baroque Painting in Spain 1600-1750. Madrid: Ediciones Chair S. A. ISBN 84-376-0994-1.
- Portus, ed., Javier (2006). The real faked. Spanish Still Life Naseiro collection purchased for the Prado. Madrid: Prado Museum. Katalog diskouezadeg. ISBN 84-8480-097-0.