Juan Sebastián Elkano

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Juan Sebastián Elkano, ganet e Getaria (Gipuzkoa) e 1476, a oa ur moraer euskarat.

Juan Sebastián Elkano

Mont a reas gant ar Portugalad Fernão de Magalhães[1] d'ober kentañ tro ar bed e 1519 : ne zistroas nemet lestr (Victoria an anv anezhañ) an Euskarad e Sanlúcar de Barrameda (en Andalouzia a-vremañ) d'ar 6 a viz Gwengolo 1522.

Mervel a reas gant ar skorbut d'ar 4 a viz Eost 1526 er Meurvor Habask tra ma kemere perzh en ergerzhadeg da Inizi Maluku savet gant García Jofre de Loaísa.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Mont a reas da Anaon d'ar 27 a viz Ebrel 1521 er Filipinez.