Jules-Vincent Lamoré

Jules-Vincent Lamoré (Naoned, 3 a viz Mae 1803idem, 14 a viz Mae 1878, lesanvet « Forest », a oa ul levrdiour eus Naoned hag an dagerreotipour breizhat kentañ.

Mab e oa da Vincent Lamoré, ganet e Gwened e 1764, hag Henriette Geneviève Gaudet (1776-1856). En em staliañ a reas an tad e Naoned e deroù an XIXvet kantved. Tapout a reas ur waskerell da voullañ e 1811. Pa varvas e 1829 e kendalc'has e wreg d'ober war-dro al levrdi betek 1836, pa roas ar stal d'e vab Jules-Vincent.

E korn ar straed Jean-Jacques Rousseau ha kae ar Foz edo e stal-levrioù. Dindan an anv Jules Forest aîné e voe enrollet gantañ e 1852. Displegañ a reas e oa Forest ul lesanv roet abaoe pell-pell en e familh, ha nag e dad nag e dad-kozh ne ouie ar perag eus al lesanv-se.

Ober a reas un ugent bennak a zagerreotipoù adalek 1839. Pevar anezho zo perc'hennet gant Mirdi Naoned. Unan anezho a ziskouez ar c'hae Baco, enez Feydeau hag ar pont Belle-Croix er foñs.