Enez Feydeau
Enez Feydeau a oa un enezenn el Liger, e kreiz-kêr Naoned. Lodennet e voe hag ar c'hentañ tiez savet warni er bloavezhioù 1720, dindan renerezh Paul Esprit Feydeau de Brou, kuzulier-stad Bro-C'hall ha merour Breizh adalek 1716 betek 1728 hag en deus roet e anv d'an enezenn. A-raok ar bloavezhioù 1720 e veze graet île de la Saulzaie diouti.
War dagerreotipoù kentañ emañ, tapet gant Jules-Vincent Lamoré e 1839.
N'eo mui un enezenn abaoe m'eo bet stanket ar stêr er bloavezhioù 1930. Met Enezenn Feydeau a vez graet c'hoazh eus al lec'h-se hiziv an deiz.