Jules Paressant
arzour gall
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Jules Paressant a oa ul livour hag ur c'hizeller, bet ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1917 en Erbigneg (Liger-Atlantel), hag aet da Anaon e miz Eost 2001.
Buhez
kemmañUr mezeg e oa Jules Paressant, oc'h oberiata en ur c'hlañdi, e Naoned. E-pad hanterkant bloaz en doa gouestlet e holl amzer vak d'an arzoù.
O chom e oa en Naoned gant e familh. Un ti e Kordevez en doa prenet ivez, gant parkeier tro-war-dro.
O livañ, o kizellañ, oc'h engravañ war goad ha war vein, Jules Paressant a oa levezonet gant Skol Pont-Aven. Oberennoù Paul Gauguin e plije dezhañ dreist-holl.
Da Bont-Aven e teue alies Jules Paressant da livañ ha kejañ gant e vignoned a oa arzourien ivez, ma vez kontet gant Philippe Hervouet, en ul levr diwarbenn buhez al livour.
Oberennoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Jules Paressant et le combat de l'ange, digant Philippe Hervouet, Embannadurioù Petit Véhicule, Naoned, 2005.