Julien-Marie Crozet, ganet d'ar 26 a viz Du 1728 e Porzh-Loeiz ha marvet d'ar 24 a viz Gwengolo 1782 e Pariz, a oa un ofiser a vor eus Morlu ar Frañs en XVIIIvet kantved. Eil ofiser e oa gant Marc-Joseph Marion du Fresne e 1771-1772, ha war e lerc'h e voe anvet Inizi Crozet gant James Cook.

E vuhez

kemmañ

E vugaleaj

kemmañ

E dad, Joseph Crozet, a oa ur marc'hadour a orin eus an Daofinez, deuet da chom da Borzh-Loeiz e 1727. Bloaz goude, d'ar 4 a viz C'hwevrer 1728, e timezas da Marie Relo, genidik eus Porzh-Loeiz. Naontek bugel a vo, unnek mab hag eizh merc'h, ha Julien-Marie e oa an henañ anezho.

D'an 3 a viz Gwengolo 1739 e voe fiziet er c'habiten Jean-Baptiste Gaultier de La Renaudais, ha lestrañ a reas evel eilsturier war ar Maurepas da vont da-vetek Pondicherry. La Renaudais a oa karget d'e gelenn. Goude distro da Borzh-Loeiz e dibenn Mae 1741 ec'h adlestras e Kerzu 1742, war ar Philibert, evel eilsturier, da vont da Sina, ha ne zistroas nemet e miz Kerzu 1744.

Ofiser

kemmañ

D'an 2 a viz Ebrel 1745 ez eas da Indez war al lestr Maurepas da zifenn marc'hadourien Senegal, re Saint-Louis ha Gorée dreist-holl diouzh ar Saozon, dindan ar c'habiten Pierre-André de Sanguinet.

Troiad Marion-Dufresne-Crozet

kemmañ

Marion-Dufresne a oa bet karget da gas en-dro betek Tahiti Aoutourou a oa bet degaset gant Bougainville da Vro-C'hall e 1769. Lakaat a reas Crozet da eiler war ar Mascarin (1771). Mervel a reas Aoutourou e bae Fort-Dauphin e Madagaskar. Marion-Dufresne a zivizas neuze ober tro ar bed da zizoleiñ inizi nevez ha dreist-holl douar-bras Aostralia[1]. Dizeoriañ a eure an daou lestr eus Kab ar Spi Mat‎ d'an 28 a viz Kerzu 1771. D'an 13 a viz Genver 1772 e voe dizoloet douaroù nevez gante, hag anvet e voent Terre de l'Espérance gant Marion-Dufrense. Bremañ int anvet Inizi ar Priñs Edouarzh hag unan anezho zo anvet Enez Marion.

 
Enez Marion

D'ar 24 a viz Genver e tizoloas inizi hag a voe badezet gant Marion-Dufresne hag anvet Îles Froides, a zo Inizi Crozet bremañ, ha Julien Crozet a ziskennas war an enez vrasañ anvet île de la Possession gant Marion.

 
Inizi Crozet
 
Inizi Crozet
 
manked en Inizi Crozet
 
Al lestr Marion Dufresne dirak Enez ar Reter.

Oberennoù

kemmañ
  • Terres Australes, Extrait de la campagne de la flutte du roy le Mascarin, à commencer de son départ du Cap de Bonne Espérance jusqu'à son arrivée aux Manilles aux Terres australes, 1771-1773, 1773
  • Voyage à la Mer du Sud, 1783

Liammoù diavaez

kemmañ
  1. Julien Crozet, Le Voyage de Crozet, p.21