Gnaeus Julius Agricola
|
Gnaeus Julius Agricola eo ar jeneral roman a oa e penn an armeoù roman en Enez Vreizh hag a aloubas hanternoz ar vro. Skrivet e voe e vuhez gant e vab-kaer Tacitus en e levr De vita et moribus Iulii Agricolae.
E vuhez
kemmañGanet e oa e Forum Iulii (Fréjus hiziv) war dro ar bloaz 40 goude JK. Mab e oa da Julius Grecinus, eus an urzh senedourel, ha da Julia Procilla. Yaouank e oa pa grogas gant ar politikerezh ha pa glaskas enorioù an arme. Tribun ar bobl e oa e 66, praetor e 68, hag etre 70 ha 73, e oa e penn an XXvet lejion en Enez Vreizh. Anvet e voe da gannad an impalaer Vespasianus eus talek 74 betek 76, ha kaset e voe adarre da Vreizh e 77 evel gouarnour hag eno e chomas betek 84.
Dimezet e oa bet da Domitia Decidiana, eus ur renk uhel.
Dre ma oa bet drouklazet e vamm ha gwastet gant soudarded Marcus Salvius Otho e 69, e savas a du gant Vespazian.