Juluan Godest
skrivagner brezhonek
Juluan Godest, ganet e Kalanel en 1849, a oa ul labourer-douar eus Kallag ha barzh brezhonek. Laezh a werzhe da gêr Kallag[1]. Mervel a reas e 1932 ha beziet e voe e Kallag. Brezhoneg zo skrivet war e vez.
Un dastumad gwerzioù gantañ a voe arc'hantet gant Théodore Botrel, a skrivas war ar bajenn gentañ : « À nos derniers Bardes champêtres, Soyons charitables et doux, car c'est l'âme de nos ancêtres, Qui chante au cœur de leur binious !… » hag ur rakskrid brezhonek a oa gant Taldir Jaffrennou.
Oberennoù
kemmañ- Dastumaden gwerziou poblus savet gant Juluan Godes, Mérour en Kallak, dispaket ha kempennet gant Taldir Jaffrennou hag embannet gant madelezou Theodor Botrel, Sant-Briek, R. Prud’homme, 1904.
- Kanaounen neve var zujet tud Kallak, Keraez, Moullerez ar bobl, 1907
- Buez eur paour kez kouer, An Oaled :1928.
Notennoù
kemmañ- ↑ Pennad e Ouest-France ar 7 a viz Gouere 2008, Le calvaire de Croas-Julian sorti des broussailles - Finistère