Justin Pierre James Trudeau (ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1971) zo ur politiker eus Kanada. 23e Kentañ Ministr Kanada eo abaoe miz Du 2015.

Justin Trudeau e 2019.

Mab eo d'ur c'hentañ ministr all eus Kanada, Pierre Elliott Trudeau. Ganet eo en Ottawa. Studioù en deus graet e Skol-veur Kolombia Vreizhveuriat.

Dilennet e voe Justin Trudeau evit ar wech kentañ e 2008, pa oa bet dilennet da gannad e pastell Papineau, e Montreal. Addilennet e voe e 2011, 2015, 2019 ha 2021. E penn ar Strollad Frankizour emañ adalek 2013, ur strollad a voe trec'h e mouezhiadeg kevreadel an 19 a viz Here 2015, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ kentañ ministr ar vro. Trec'h e voe e strollad ivez e dilennadegoù 2019 hag e "razkdilennadegoù" 2021, met bep gwech gant ur muianiver keñverel hepken.

Liamm diavaez kemmañ