Pierre Elliott Trudeau
Joseph Philippe Pierre Yves Elliott Trudeau, anavezetoc'h evel Pierre Elliott Trudeau (PET) (18 Here 1919 – 28 Gwengolo 2000) a oa ur politiker eus Kanada hag a voe Kentañ Ministr Kanada dre ziv wech (1968–1979 ha 1980–1984).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kanada |
Anv e yezh-vamm an den | Pierre Elliott Trudeau |
Anv ganedigezh | Joseph Philippe Pierre Yves Elliott Trudeau |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Elliott, Trudeau |
Anv e kana | トリュドー |
Deiziad ganedigezh | 18 Her 1919 |
Lec'h ganedigezh | Montreal |
Deiziad ar marv | 28 Gwe 2000 |
Lec'h ar marv | Montreal |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | prostate cancer, kleñved |
Lec'h douaridigezh | St-Rémi-de-Napierville Cemetery |
Tad | Charles Trudeau |
Mamm | Grace Elliott |
Breur pe c'hoar | Charles Elliott Trudeau |
Pried | Margaret Trudeau |
Bugel | Justin Trudeau, Alexandre Trudeau, Michel Trudeau, Sarah Coyne |
Familh | Trudeau family |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, saozneg |
Implijer | Cité Libre |
Bet war ar studi e | Faculté de droit de l'Université de Montréal, London School of Economics and Political Science, John F. Kennedy School of Government, Institut d'études politiques de Paris, Collège Jean-de-Brébeuf |
Lec'h labour | Ottawa |
Strollad politikel | Liberal Party of Canada |
Relijion | Katoligiezh |
Kleñved | kleñved Parkinson |
Grad milourel | officer cadet |
Ezel eus | Royal Society of Canada, Club of Rome |
Oberennoù zo en dastumad | Mirdi Orsay |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Ganet e voe d'an 18 a viz Here 1919 e Montréal, e Kebek. Goude e studioù e Montréal, er Stadoù Unanet, e Pariz hag e Londrez e tistroas da Ganada e 1949. Tapout a reas un tamm brud evel alvokad hag evel stourmer politikel e Kebek. Er bloavezhioù 1960 e krogas d'ober politikerezh da vat, e-barzh Strollad Frankizour Kanada. Dont a reas da vezañ Ministr ar Justis, e 1967, e gouarnamant Lester Bowles Pearson. Dre ma oa ur prezegenner donezonet ha ma embanne soñjoù penn a-raok (war an torr-dimeziñ, an heñvelrevelezh...) e tapas brud buan er c'hazetennoù. E dibenn 1967 e tisklêrias Pearson e oa o kuitaat bed ar politikerezh. Mont a reas Trudeau war ar renk neuze evit kemer penn ar Strollad Frankizour ha dilennet e voe. Evel-se e teuas ivez da vezañ Kentañ Ministr Kanada.
E-pad e zaou respet eo e voe skoulmet liammoù etre Kanada ha Republik Pobl Sina, e 1970, ha gant Kuba e 1976. Gantañ ivez e voe berzet ar c’hastiz a varv e Kanada. Stourm a reas a-enep emsav dizalc’hour Kebek ha labourat a reas da sevel ur santimant a unvaniezh vroadel e Kanada, en ur gas war-raok ur politikerezh a zivyezhegezh ofisiel hag en ur vroañ ar vonreizh. An dud a gav abeg ennañ a lavar e oa un den rok hag en doa kreizennet ar galloud e Kanada, war-goust Kebek dreist-holl met ivez war-goust proviñsoù Kornôg Kanada. E zilez a roas e 1984 ha John Turner a gemeras e lec’h.
Mervel a reas d’an 28 a viz Gwengolo 2000 e Montréal.
E vab Justin Trudeau zo Kentañ Ministr Kanada abaoe 2015.