Kêr-gloz

kêr kelc'hiet gant mogerioù-difenn savet er Grennamzer

Ur gêr-gloz zo ur gêr kelc'hiet gant mogerioù-difenn savet er Grennamzer.

Kêr-gloz Konk-Kerne.

Meur a hini a gaver c'hoazh e Breizh : kêr-gloz Konk-Kerne, war un enezennig, savet er XIIIvet pe XIVvet kantved, hini Sant-Maloù savet adalek an XIIvet kantved war ur c'hourenez, hag hini Gwenrann. Desachañ a ra an douristed a ya eno da welout an tier kozh ha da bourmen er straedoù strizh ha war ar mogerioù-kreñv.