Kañfarded Milin ar Wern

Kañfarded Milin ar Wern zo ul levrig (nav fajenn ha pevar-ugent ennañ) gant ar skrivagner tregeriat Fañch Peru, embannet gant Skol Vreizh ha deuet er-maez d'an 13 a viz Du 2008.

Pajenn gentañ golo al levr

Skeudennaouet e oa bet an oberenn-mañ gant Uriell Ollivier.

Ur geriadurig a ya da glozañ al levr.

Al levr

kemmañ

Emañ an daou genderv-kompez Jakez ar Bihan hag Erwanig ar Bras o chom e parrez Kervurlu, nepell eus Roc'h al Lern (e-lec'h ma c'heller klevet un tamm mat a dunodo), en eil lodenn eus an ugentvet kantved. Dre zaouzek istor berr e vez taolennet, en un doare fentus ha bev-buhezek, troioù-kaer an daou « êrêmist » n'int ket gwall zouget da labourat a-lazh-korf, na tost.

Ar pennadoù

kemmañ

Setu an daouzek pennad :

  • Jakez ar Bihan hag Erwanig ar Bras
  • Pa c'heller tremen hep tennañ un tenn fuzuilh
  • Ar pichoned a oar an hent d'ar gêr
  • Chistr, gwinardant ha dour vineraer
  • E ti Maria Gadiou
  • Bec'h d'an traoù kozh
  • E marc'had al laou
  • E ti Maria Gadiou adarre
  • E ostaleri an Torr-sec'hed
  • Un dieurenn en draonienn
  • Nevezentioù er bourk
  • Western e Roc'h al Lern