Tunodo
An Tunodo zo luc’haj toerien, pilhaouerien ha klaskerien bara er Roc’h (Bro Dreger). Al luc’haj-mañ zo ur reizhad raganvioù-gour ennañ, bez' e kaver an dibarder-mañ e-barzh al langaj kemener ivez.
- Gerdarzh: ar ger tunodo a dalv "gerioù" (tunod = ger), e Bro Dreger e vez graet al liester gant an dibenn "-o" lec’h ma vez skrivet "-où" e Peurunvan. Chomet eo ar ger tunodo dindan ar stumm-mañ e Peurunvan dre ma'z eo anv al luc’haj.
Ar raganvioù-gourAozañ
Ar raganvioù-gour zo savet gant ar raganvioù-perc’hennañ a zo heuliet gant ar rannig "jez". Ma lakaer ur verb goude, n'eus ket ezhomm lakaat ouzhpenn ar rannig "a", neuze ne vo ket graet ar c’hemmadur dre-vlotaat (gw. studiadenn Narcisse Quellien).
- Sed amañ ar raganvioù-gour e Tunodo gant un droidigezh en o c’hichen:
Me |
Ma jez |
|
Te |
Da jez |
|
Eñ |
E jez |
|
Hi |
He jez |
|
Ni |
Hon jez |
Hon jezoù |
C’hwi |
Ho chez |
Ho chezoù |
Int |
O jez |
O jezoù |
El liester e c’hall bezañ ar rannig "jez" gant ul liester e "-où" (jezoù).
- Skouerioù er frazennoù :
- Ma jez malañ eltriz = Me a zebr bara
- Ho chezoù (pe ho chez) zo miñson = C’hwi zo drouk
- Da jez ’z aio da dortal = te a yelo da gousket
An daou anv-gwan : gourt ha miñsonAozañ
- E Tunodo zo daou anv-gwan, unan evit an traoù a zo mat : gourt hag a dalv kement a "mat", "yac’h", "brav", hag all... Unan all zo evit an traoù a zo fall : miñson.
- Ar gerioù-mañ a zo implijet ivez evit lâr "ya" ha "ket", da skouer :
- Tremenet eo an daouzeg Abostol ? - Miñson = Deuet eo kreisteiz ? - N'eo ket
- Bez' ez eus un trede anv-gwan el luc’haj-mañ : minik (bihan).
Un nebeud gerioùAozañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
|
Kenyezh |
Tunodo |
A |
A-dreuz |
Skoeñs |
B |
Bara |
Eltriz |
CH |
Charkuter |
Paotr al logod |
C'H |
C'hoari |
Jetig |
D |
Diaoul |
Bich |
G |
Gwreg |
Gwammel |
H |
Holen |
Madelen |
K |
Kazh |
Grefier |
L |
Lagad |
Letern |
M |
Morzhol |
Tok-tok |
N |
Noz |
Noter |
P |
Pred |
Talar |
T |
Tad |
Anjez |
Y |
Yar |
Bruantez |
Mont pelloc’h gantiAozañ
- L'argot des nomades en Basse-Bretagne, gant Narcisse Quellien, adembannadur (Skol Vreizh)
- Geriaoueg luc’hajoù ar brezhoneg, gant Divi Kervella (Dastumad Teñzor ar brezhoneg), An Alarc'h, 2003.
- La Roche Derrien et ses environs, Ernest Le Barzic.
- Un exemple d'argot breton : le tunodo, gant Narcisse Quellien, Émile Ernault, Alain Le Diuzet, Ernest Le Barzic. Adembannadur ha rakskrid gant Divi Kervella. Embannadurioù Label LN (Gwitalmeze), miz Du 2004.