Kalir Ardach zo ur c'halir a vije bet graet en VIIIvet kantved en Iwerzhon a zo kontet da vezañ unan eus pennoberennoù an arz kelt. Kavet e voe e 1868, gant daou baotr, Jim Quinn ha Paddy Flanagan, a oa o turiat douar en ur parkad patatez e Riaráiste, e-kichenik Ardach, e Kontelezh Luimneach. Ur gib arc'hant ledan eo, daouzornek, gant kinkladurioù aour, graet gant 354 fezh. Miret eo bremañ e Mirdi Broadel Iwerzhon e Dulenn.

Kalir Ardach

Liammoù diavaez

kemmañ