Kampionad mell-droad Frañs
(Adkaset eus Kampionad mell-droad Frañs D1)
Kampionad mell-droad Frañs, anvet Ligue 1 abaoe 2002 (pe Ligue 1 Uber Eats evit abegoù sponsoring), a zo ur genstrivadeg etre 20 klub mell-droad eus ar Frañs (hag ivez Monaco). An devezh kentañ eus ar c'hampionad-se a zo bet lañset an 11 a viz Gwengolo 1932. Anvet « National » e 1932-33, kemer a ra ar c'hampionad an anv « Division 1 » etre 1933 ha 2002 a-raok bezañ anvet « Ligue 1 » e-pad an hañvezh 2002. Gant an AS Saint-Étienne emañ ar rekord a ditloù : 10 anezho. An Olympique Lyonnais a zo bet kampion etre 2002 ha 2008 (7 gwech da heul), ur rekord eo ivez.
Kluboù Breizh e Kevre 1 Bro-Frañs
kemmañ- FK Naoned, eizh titl kampion Bro-Frañs gantañ, er c'hevre 1 eus 1963 betek 2007 (ur rekord pilet gant ar Paris Saint-Germain e 2008), hag abaoe 2013,
- Stad Roazhon, echuiñ a ra ar c'hampionad 2020 en 3de plas, e daol-kaer gwellañ, er c'hevre 1 abaoe 1994
- War-raok Gwengamp, er rann 1 (anv kozh ar c'hevre 1) e 1995, adarre e 2003, bet tizhet ar 7vet plas e 2003, e daol-kaer gwellañ,
- FK An Oriant, er c'hevre 1 ur wech kentañ e 1998, hag adarre e 2001, eus 2006 betek 2017 hag abaoe 2020,
- Stad Brest 29, er rann 1 etre 1979 ha 1991 (nemet 1 bloavezh), e 2010 hag aboae 2019,
Ligue 1 2023–24 : Kluboù
kemmañ- Paris Saint-Germain
- RC Lens
- Olympique de Marseille
- Stade rennais FC
- LOSC Lille
- AS Monaco
- Olympique lyonnais
- Clermont Foot 63
- OGC Nice
- FC Lorient
- Stade de Reims
- Montpellier HSC
- Toulouse FC
- Stade brestois 29
- RC Strasbourg
- FK Naoned
- Le Havre AC
- FC Metz