Kampionad venezuelat an echedoù
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kampionad venezuelat an echedoù eo kampionad hiniennel broadel an echedoù e Venezuela. Aozet e voe ar c’hampionad kentañ e miz C’hwevrer 1891, trec’h e voe an Dr. Rafael Ruíz war Rafael Pittaluga en ur c’hrogad evit an titl (+7 =2 –4). En eil krogad e voe rampo Rafael Ruíz ha Carlos Perret Gentil (+7 =6 –7) e 1894.
Trec’h e voe Carlos Perret e kampionad e 1907 ha mirout a reas e ditl betek 1936 ma varvas. E 1938 e voe aozet ar c’hampionad gant an Federación Venezolana de Ajedrez (FVA), Kevre Venezulat an Echedoù. Jaime Bograd (eus Roumania) a voe trec’h, dirak Sady Loynaz Páez (eus Venezuela) ; hemañ a voe ar c'hampion broadel venezuelat. Chom a reas kampion dre vout trec’h war an Dr. Manuel Acosta Silva (Caracas, 1939), José León García Díaz (Maracaibo, 1943), Omar Benítez (Caracas, 1944) ha Héctor Estévez (Caracas, 1946). Mervel a reas Sady Loynaz e 1950.
Aozet e voe daou dournamant disheñvel gant ar Federación Venezolana de Ajedrez (Campeonato Nacional — Kampionad broadel evit Venezueliz, ha Campeonato de Extranjeros — Kampionad an estrenion o chom e Venezuela) e Caracas e miz Kerzu 1950. Julio García a voe trec’h en tournamant broadel, dirak Irwin Perret Gentil, hag ar maout en eil hini a yeas gant Gerardo Budowski (eus Bro-C’hall), dirak Andrés Sadde (eus Latvia).
E 1951, Gerardo Budowski, (Campeón de los Extranjeros), a drec’has Julio García, (Campeón Nacional de Venezuela) 6–0, en ur c’hrogad evit bout Campeón Absoluto de Venezuela — Kampion meur Venezuela.[1]
Kampioned
kemmañ
|
|
|