Kanaldude

Chadenn tele en euskareg
Kanaldude
Kanaldude
Chadenn skinwel
Krouet 1987
Perc'henn Aldudarrak bideo
Yezh euskareg
Bro orin Banniel Euskal Herria Euskal Herria (Iparralde)
Statud Chadenn brevez lec'hel
Lec'hienn kanaldude.eus
Skignañ
IPTV Orange TV : chadenn n°358

Freebox TV : chadenn n°948
Bbox : chadenn n°339
SFR TV : chadenn n°496[1]

Web Ya YA
Takad skignañ Banniel Euskal Herria Euskal Herria

Kanaldude zo ur chadenn skinwel en euskareg staliet e Iparralde, al lodenn eus Euskal Herria a zo dindan ar Republik C'hall. Ur chadenn skinwel-perzhiañ eo, krouet e 1987 ha renet gant Ximun Carrère.

Ur chadenn brevez digoust eo, embannet gant Aldudarrak bideo, ur c'hevredad kevelouri perzhiañ evit ar produiñ kleweled en euskareg. Er penn-kentañ e oa skignet an abadennoù war lec'hienn Kanaldude, hag ivez evit abadennoù zo war chadennoù skinwel all : NOA e rannvro Akitania Nevez, Euskal Telebista en Euskal Herria, ha war chadennoù lec'hel an TNT (TVPI, Xaloa, Hamaika ). Abaoe 2022 e vez skignet Kanaldude dre an IPTV war boksoù Orange, Free ha Bouygues.

Kenlabourat a ra Kanaldude gant ar chadenn skinwel e brezhoneg Brezhoweb en ur eskemm programmoù[2],[3],[4] hag en ur genbroduiñ reportajoù a-wechoù[5].

Ur skinwel-perzhiañ

kemmañ

Ur chadenn skinwel-perzhiañ eo Kanaldude, hag abalamour d'an dra-se eo ezel eus Kevread ar c'hleweled-perzhiañ[6].

Stummañ a ra ar chadenn ar sellerien a fell dezho kemer perzh, evit filmañ, frammañ, pe c'hoazh kinnig abadennoù en euskareg.

Programmoù

kemmañ

Ur chadenn hollek e euskareg eo Kanaldude, skignet e vez abadennoù a bep seurt, reportajoù, teulfilmoù, krogadoù sport pe darvoudoù sevenadurel war-eeun[7], c'hoarioù tele[8], pe c'hoazh talk-show.

Skignet e vezont war-eeun war Kanaldude, ha goude-se e vezont gwelet er VOD digoust war lec'hienn ar chadenn ha war hec'h arload.

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (eu) Nola ikusi, war lec'hienn Kanaldude
  2. Ar festival EHZ, ur skouer evit ar Vretoned ? - 4 munud e Breizh istitlet e euskareg, war lec'hienn Kanaldude, d'ar 27 a viz Eost 2024
  3. An okitaneg e Bearn - 4 munud e Breizh istitlet e euskareg, war lec'hienn Kanaldude, d'an 19 a viz Eost 2024
  4. Bañolet (film euskarek istitlet e brezhoneg), Brezhoweb, d'ar 5 a viz Gouere 2024
  5. Manifestadeg - Evit ma chomo bev hor yezhoù, reportaj kenbroduet gant Brezhoweb, Kanaldude hag Òc Tele, d'an 30 a viz Du 2019
  6. (fr) Kevread ar c'hleweled-perzhiañ, Kartenn an izili
  7. (eu) Korrikaren abiatzea eskainiko du gaur EiTBk, Euskal Irrati Telebista, d'an 30 a viz Meurzh 2017
  8. (fr) Un abadenn c'hoari evit ar vakañsoù, Sud Ouest, d'ar 16 a viz Gwengolo 2013