Kandaules
Kandaules (en gregach Κανδαύλης / Kandaúlês), anavezet ivez evel Sadiates (Σαδυατης / Saduatês) pe Mirsilos (Μυρσίλος / Mursílos) a oa ur roue damvojennel e Lidia, war-dro an VIIIvet kantved kent JK. Lazhet e voe gant Giges a gemeras e lec'h.
Hengoun lennegelAozañ
Petra bennak ma vez kaoz, en holl zoareoù ar vojenn, eus e varv hag eus Giges lakaet da roue war e lerc'h ez eus meur a zoare d'ar vojenn.
HerodotosAozañ
Hennezh eo an doare en deus awenet arzourien e-leizh, kontet gant Herodotos diwar ur varzhoneg kollet, diwar zorn Arc'hilokos Paros. Hervez Herodotos eta e oa sot Kandaules gant e bried. E-touez e genlabourerien e oa ur priñs, anvet Gyges. Un deiz...?
PlatonAozañ
Hervez Ar Republik, oberenn Platon, en devoa Gyges, ur mesaer yaouank, kavet ur walenn war gorf ur ramz marv. Hag eñ da gemer ar walenn hag a oa ur walenn hud (mojenn gwalenn Giges), dezhañ da vout diwelus. Ganti ez eas da gousket gant gwreg ar roue. Goude-se en em glevas gant ar rouanez da lazhañ ar roue ha da gemer ar galloud.
Nikolaus DamaskenosAozañ
Ur priñs yaouank e oa Giges ha mignon da roue Lidia (anvet Sadyatte). Kaset e voe Giges da gerc'hat Tudo, danvez-pried ar roue, ma orgedas outi, ha ma klaskas he gounit. Ar roue fuloret a glaskas lazhañ e vignon. Met kemennet e voe Giges gant ur vatezh. Mont a reas da gambr ar roue d'e lazhañ.
Ploutarc'hosAozañ
NissiaAozañ
Ne gaver anv pried Kandaules nemet dindan pluenn Ptolemaios Chennos, a ra Nissia anezhi, anv implijet gant Théophile Gautier en e gontadenn Le Roi Candaule, adkemeret war e lerc'h[1]. Ouzhpenn Nissia e kaver reoù all avat :
LennegezhAozañ
- 1901, Le Roi Candaule, pezh-c'hoari gant André Gide
SkeudennAozañ
Francesco Furini (1604-1646)
Gwreg Kandaules ha Giges, gant Eglon van der Neer, 1675-1680.
Ar roue Kandaules o tiskouez e wreg d'e vignon Giges, gant Jacob Jordaens.
Ar roue Kandaules gant Jean-Léon Gérôme
Kandaules lazhet, gant Pittoni.
LennegezhAozañ
- (fr)
- L'Anneau de Gygès (1374) : kontadenn Boccacio
- Vies des Dames galantes, Iere partie, discours premier (1666) : gant Pierre de Brantôme
- Le Roi Candaule et le maître en droit (1674) : Kontadennet gwerzaouet gant Jean de La Fontaine
- Dialogue de Candaule et Gigès en Nouveaux dialogues des morts (1683) : gant Fontenelle
- L'Anneau de Gygès (1718) : e Fablennoù Fénelon