Le Roi Candaule
Le Roi Candaule zo un danevell c'hallek gant Théophile Gautier, diwar ur vojenn savet diwar-benn ar roue Kandaules, en Henamzer.
Orin
kemmañMeneget eo anv ar roue gant Herodotos (I, 7-14). Anv e wreg n'eo ket avat, met roet eo gant Ptolemaios Chennos[1].
Ur gontadenn gant Jean de La Fontaine zo anvet Le Roi Candaule et le maître en droit[2]. Awenet eo bet Théophile Gautier marteze gant an daolenn Le Roi Candaule et Gygès, livet gant e vignon Joseph Ferdinand Boissard de Boisdenier e 1841[3].
An danevell
kemmañAr roue Candaule a zo mezevennet e benn gant kened e wreg Nyssia. Un deiz e sav c'hoant dezhañ rannañ e vamerezh rak ar gened-se ma kinnig d'ur paotr yaouank ha koant Gygès, penn gwarded ar palez, da zont e kuzh da welout e bried en he noazh.
Taolennoù
kemmañE-touez an oberennoù awenet gant ar vojenn:
-
1830 : Candaules King of Lydia Shews his Wife to Gyges (Kandaules roue Lidia a ziskouez e wreg da Giges), William Etty.
-
1841 : Le Roi Candaule et Gygès, Joseph Ferdinand Boissard de Boisdenier (1813-1866)
-
1859 : Le Roi Candaule, Jean-Léon Gérôme
Notennoù
kemmañ- ↑ Timothy Peter Wiseman, Talking to Virgil, University of Exeter Press, 1992, p66
- ↑ Le Roy Candaule et le maître en droit (1674) : Kontadenn e gwerzennoù gant Jean de La Fontaine (Skrid e Wikisource, kontadenn VIII)
- ↑ Théophile Gautier