Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat ar yezh hag an danvez, mar plij ganeoc'h.


kampionad Bro-C'hall a redadeg fonnus
kampionad Bro-C'hall a redadeg fonnus

Ar c'hanoe kaiak a zo ur sport hag a vez pleustret gant ur c'haiak pe ur c'hanoe.

Ar c'hanoe hag ar c'haiak a zo daou lestr sportour peushañval met da ziforc'hiañ : disheñvel int dre ar roeñv (pe bagailh) hag ar savlec'h er bag. Gant ur pagailh simpl hag war ar glin eo ar c'hanoerien, hag gant ur pagailh doubl hag azezet eo ar c'hayakerien. Ar gêr kanoe-kayak a zo stummet gant hollad an daou c'hêr all, met n'eo nemet anv ar sport hag n'eo ket hini ul lestr. Ar c'hanoe-kaiak a zo pleustret en dour sioul, en dour red pe war ar mor.

 
inuit war ur c'hayak hengounel

Ar c'hanoe a deu eus indianed amerika, an erluskerezh hag an hentad a zo graet war e dro gant ar pagailh simpl. Ar c'haiak a zeu eus an Inuited, hag a rae o bigi gant ur framm koad kelc'hiet gant kroc'hen reunig. Da c'houde e vez kavet implijoù nevez gant ar pagailh gant pobloù all evel ar pirogoù e Afrika, ar ski surf e Polinezia. Implijoù disheñvel o deus, treuzdougen festoù hengounel, bigi saveteiñ war lestroù brasoc'h, pourmenadennoù pe sportoù.

Abaoe fin an XXvet kantved eo diorroet kalz ar pleustradegoù-se, gant implij teknikoù ha danvezioù nevez, da skouer ar c'hevlar pe ar c'harbon evit al lestroù, met ivez war ar pagailhoù hag reizhoù ar surentez. Abalamour da se, deuet eo ar c'hanoe-kaiak da vezañ ur sport, ha kenstrivadegoù a zo neuze deuet war wel. Al lestroù o deus kemeret perzhioù ar pleustroù nevez (freestyle, sterioù uhel), pe evit kaout un arvesterezh brasoc'h ( da skouer bigi a skarzh an dour o-unan). Bremañ, stumm ar c'hanoeoù hag ar c'haiakoù a zo muioc'h diouzh o fleustradeg eget eus o orin : aes tre eo meskañ ur c'haiak hag ur c'hanoe evit ar slalom kement e seblantont heñvel.

A fed poblel, ar c'hanoe-kaiak en deus graet ul lamm bras e fin ar bloavezhioù 70. Er bloavezhioù-se ez eo bet diorroet ar sport-se d'an holl, tu oa neuze amprestiñ bigi, mont d'ober un dro kaiak hep kelenner, e pep korn ar vro. En tarn, ur bern embregerezhioù amprestiñ bigi a zo bet digoret en un nebeud bloavezhioù, deuet e oa da vezan d'ar c'hiz mont d'ober un dro kaiak. An eil lamm bras a zo bet gant soñj ober bigi e polietilen, rak e c'helle neuze an holl prenañ bigi, graet e oa dreist-holl ar bigi se evit mont da c'hoari war an aodoù, kaletoc'h, tost dibosupl da derriñ, ha gwerzhet e veze seurt bigi er stalioù vras.

Ar genstrivadeg kentañ en dour plaen a zo bet e Bro-Saoz e 1865, e Bro C'hall e 1869, E Amerika an norzh e 1871 hag all. Krouet eo bet ar c'hengevredigezh etrevroadel e 1924, hag an hini se a aozo ar c'henstrivadegoù Europa kentañ e 1933, ar re bedel e 1938. Gwelet e vo ar c'haiak evit ar wech kentañ er c'hoarioù olimpek e 1936.

En dour red, ar genstrivadeg slalom kentañ a vo gwelet e Bro Alamagn e 1939, hag kip ar bed a vo aozet e 1945. Er C'hoarioù Olimpek e vo gwelet ar slalom evit ar wech kentañ e 1972. Ar c'hampionadoù bedel diskennadeg-stêr kentañ a vo e 1959 war ar ster Vezere, e Bro-C'hall.

Ar c'hanoe-kaiak er C'hoarioù Olimpek:

E 1924 e oa ur sport diskouezadeg. E 1936 ez eo lakaet ar redadeg dre linenn (dour plaen). Ar slalom a zo bet ur sport Olimpek e 1972, kaset kuit e pad 20 bloaz hag adlakaet e 1992.

En dour sioul

kemmañ

Ar c'hanoe-kaiak en dour sioul a zo pleustret e kenstrivadeg pe e dudi, gant daou doare lestr hag a implij teknikoù disheñvel, memes ma chom ar meiziadoù heñvel-tre.

Kaiak : ar c'hayaker a zo azezet en e lestr gant e treid staliet war ur varenn metal anvet stank treid. Troc'het eo war an hirder evit lakaat da ziblaseal ar varenn-stur hag a zalc'h ar stur. Aze ez eus un diforc'h bras etre an daou lestr ha-se dre ma eo sturiet ar c'hanoe, penn da benn gant ar pagailh. Ar c'haiaker a zo azezet tost tre d'ar stank-treid, hag e divc'har a zo krommet evit aesaat ar boutañ. Ret eo kompren, n'eo ket ar c'haiak a araoka war an dour, met an dour a araoka dindan ar c'haiak. Ar jestroù a zo neuze aozet evit sachañ, ha n'eo ket evit boutañ.

An nerzh sach, n'eo ket krouet evel ma c'hallomp krediñ gant an divrec'h, hag a zo implijet evel reizhoù, met gant daou ahel efedus tre ar c'horf : an divc'har hag c'hef. En un doare fonnus, ar jestr a c'hall bezañ rannet e teir lodenn, eo ret lakaat ur pal en dour gant nerzh hag ur c'horn mat, goude eo ret stankañ an divrec'h, kaletaat ar c'hef gant sikour ar c'har eus tu ar bal en dour en ur voutañ ar stank-treid, klasket e vez neuze boutañ al lez hag a fiñvo ar c'hef. Skeudenn implijet gant ar gourdonerien evit diskrivañ fiñvadenn ar pagailh a zo eo ret plantañ anezhi er betoñs ha gortoz e vefe erruet al lestr d'ar memes poent gant sikour ar c'hef hag al lez. A-benn ar fin, ar fiñv diwezhañ a zo uhelaat an ilin evit prientiñ an taol o tont.

Kanoe : Ar fiñv a zo disheñvel met ar mennozh a zo ar memes hini, ar fiñv a zo kroget gant al lez eus tu ar bal nemetañ hag a za ar muiañ en a-raok. Goude, ar c'hanoeer a laosk e bouez en dour, ha pa 'z eo penn da penn ar bal en dour e sav en dro. Ha neuze e sach war e c'hanoe gant sikour an harp-se. Pa grog ar fiñv-se, emañ dija o soñjal en hini a zeu en ur lakaat e lez en a-raok. An hentad a zo graet war e dro gant taolioù pagailh brasoc'h e fin an taol.

Diaester ar sport a deu eus distabilded al lestr. Ar jestroù na vefe ket diaes da arloañ ma vefe stabiloc'h ar bigi. Met pal ar sport a zo da vont ar buanañ posupl ha neuze eo ret kaout lestroù skelbet. Ar c'hayaker pe ar c'hanoeer a zo neuze o tiwall dibaouez, ha c'hoarvezout a ra ivez gant gwellañ gourdonerien ar bed, drezi holl gant ar skuizhder goude ur bern kampionadoù.

Ur bern seurt bigi a zo posupl implijout : ar c'hayakoù ha kanoeoù ur plas, met ivez daou blas pe tri. Anv al lestr a zo savet gant lizherenn kentañ e anv leun e galleg (K evit kaiak, C evit kanoe ), hag goude an niver a blasoù a zo ennañ. Da skouer : K1, K2, K4, C1, C2 ha C4. Ar c'hampionnad a zo heuliet gant ur vag keflusker hag en deus ar gwir da zivarrekaat ar genstriverien.

Aozadur an oberiantiz

kemmañ

Ar c'hanoe-kaiak a strolla ar sport olimpek, met ivez dudi an douristelezh hag ar c'henwerzherez. E Bro-C'hall ez eo meret gant an FFCK http://www.ffck.org/, hag gant an ICF http://www.canoeicf.com/ en etrevroadel.

Diskiblezhioù Bro-C'hall

kemmañ
  • En dour red :
 
diskennidigezh stêr
    • ar slalom (diskenn ar ster gant redioù).
    • an diskennidigezh ster (diskenn ar ster ar buanañ posupl)
    • An neuñverez en dour red (aze e pella un tamm eus ar c'hayak met eus an neuñverez gant gwarezadurioù).
    • Ar c'haiak freestyle (ober figurennoù war wwagennoù ar ster pe ar mor).
    • Ar rafting (Diskenn herruzioù gant bigi plastek dre skipailh).
    • An uhel-ster (diskennidigezh taranoù, herruzioù diaes tre da dremen, hag a c'houlenn ul live teknikel uhel tre, ret eo mestronian penn da benn e vag. Miret eo d'ar c'hayakerien kreñvañ. An diskibl dañjerusañ ez eo.)https://web.archive.org/web/20140604212451/http://bigislandfun.com/wp-content/uploads/extreme-wailuku-kayak-paddling-hawaii-island.jpg.
  • En dour sioul :
    • Ar redadeg fonnus (treuziñ un hed resis ar buanañ posupl).
    • Ar c'haiak polo (ur sport dre skipailh, war un dachenn gant butchoù. Tost ouzh ar mell-zorn hag ouzh ar basket).
    • Ar maraton (treuziñ un hed hir gant al lestr, gant an ezhomm dougenn anezhañ a-wechoù ).
    • Ar aerouant-bag (treuziñ un hed hir war bigi hag a zegemer betek 30 den ).
  • War ar mor :
    • Ar wave-ski ( surf war gwagennoù ar mor ).
    • Moraton ( ur maraton war ar mor ).

Kaiak war ar mor

kemmañ

An dikibliezh-se a zo un doare da weladenniñ ar c'hostoù, pe c'hoazh d'ober mereadennoù bihan, ha gwelout ar pezh a zo diposupl da welet a-dal an douar. Pleustret e vez gant bigi hir, a stumm hengounel, tost 5 metrad gant kombadoù didreuzus a-benn gwareziñ an dilhadoù hag an dafar evit en em lec'hiañ, pe c'hoazh kaiakou e polietilen, ledan ha stabil-tre evit an douristelezh. Gant ar c'haiak war vor eo posupl da besketañ ar pezh a zo difennet gant listri an neuñverien.

Ar gourdonadurioù

kemmañ

Ar gourdonadurioù a zo miret dreist-holl gant aozadur etrevroadel ar c'hanoe (FIC). Ar c'hanoe-kaiak a zo degemeret evel ur sport abaoe 1936 a drugarez d'ar redadeg fonnus (war 200m, 500m hag 1000metrad war un trepas). Ar slalom a zo nemet abaoe 1972 (paouezet eo bet goude ar bloavezh-se betek c'hoarioù olimpek Barselona e 1992). An diskibliezhioù nann-olimpek a zo an diskennidigezh-ster, ar freestyle, ar c'haiak polo hag an diskibliezhioù-se a zo graet war o-dro gant an FIC.

  • Redadeg fonnus : war an dour sioul, pep gourdoner a zo staliet en un trepas eeun betek an degouezh. An hirderioù a zo eus 200, 500 ha 1000 m evit ar baotred er sprint, met mont a ra betek 5 km hag ar maratonioù evit an hir-badus. Met ar c'haiakoù a c'hall bezañ gant meur a blasoù(1;2 pe 4 den).http://i.eurosport.fr/2006/08/19/302813-1352141-317-238.jpg
 
tony estanguet; div wech kampion olimpek e kanoe slalom
    • Slalom : war an dour-red, ar c'hourdonerien o deus da dreuziñ un hed eus tro dro 300 metrad ha tremen e-barzh dorioù (etre 18 ha 25). Bez ez eus dorioù liesseurt : ar re wer hag a vez tremenet gant hent ar redenn, hag ar re ruz a-enep ar redenn. Liesseurt eo al listri evit ar slalom : ar c'hayak ur plas, ar c'hanoe ur plas, hag ar c'hanoe daoublas. Ar bigi a zo graet e kevlar, e karbon pe gant an daou (kevlarkarbon ), abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus dibaouez stummoù nevez evit aesaat ar ruzañ. Evit ar poent ez eo deut koulz ar bigi berr (nebeutoc'h eget 4 metrad).
    • Diskennadeg : Pleustret e vez e sterioù gant dour-red, ar pal a zo mont eus ur poent d'ur ster d'unan all ar buanañ posupl, en ur gemer an dremennoù ar fonnusañ.

Bez ez eus daou stumm a c'hourdonezhioù : -Sprint :Tremen a ra e daou brantad, war ar memes rann ster. Pep hini a c'hell padout eus 30 eilenn da teir minutenn, alies e vez aozet er rannad ster froudañ. -Klasel :Eus 6 betek 30 minutenn e chell padout.N'ez eus nemet ur prantad.

    • Freestyle : war an dour red, ar freestyle a vez pleustret war spotoù (gwagennoù pe rolloù krouet gant ar redenn), komzet e vez neuze eus ar park 'n play, hag ar pleustrer a implij fiñv an dour evit ober figurennoù. Pleustrerien an diskibliezh-se en em vod alies dindan anvioù skipailh e lec'h ma aozont asambles ur bern festivalioù a arvestoù dourel. http://www.pitchengine.com/brands/jacksonkayak/images/14192/2010star.airwheel.ej.jpg

Ar freestylerion na haketalont ket da dedreuziñ meur a gilometr a-benn kavout spotoù direbech, ar re pouezusañ e Bro-C'hall a zo Hawai war ar Rhon pe ar Rabiou...

Pleustret e vez gant bigi hir-kenañ(war-dro 6 metrad 50), hag ar pal a zo echuiñ gant ar redadeg ar buanañ posupl en ur implijout an houl(gwagennoù ha na dorront ket, hag a zo kreiz ar mor) evit kemer tizh. http://micheray.files.wordpress.com/2009/04/yendell_090311_48074.jpg

    • Maraton : Ar maraton a zo ur redadeg hir-badus war ur plan dour pe ster gant ar bosuplded d'ober daou pe tri portezal, war dro 32 Km e ra ar redadeg. An amprouennoù a bad div eurvezh pe deir pe vuioc'h zoken.
    • Aerouant-bag : An aerouant-bag a zo graet gant ur skipailh 20 bennak dud, krouet eo bet e China 2000 bloaz zo.
    • Pirog : Pe pirog-polinezian, dont a reont eus su Meurvor Habask, e-lec'h ma'z eo ar sport hengounel. Gallout a ra degemer betek 8 pagailher. Alies e tremen ar redadegoù er memes koulz hag ar moraton.

Gwiskoù

kemmañ

An dilhad implijet a cheñch penn da benn eus un diskibl d'una all hervezh an ezhommoù. Da skouer, e Slalom, e mor pe e diskennadeg e vo implijet dilhad stankus, na laoslont ket an dour da dremen ha tomm rak ez vezomp atav gleb, en hañv evel er goañv. Implijout a reont ur verrsae, hag a vez lakaet tro-dro da doull ar vag (iloar), evit ma ne c'hellfe ket an dour mont el lestr. Er c'hontrol, er redadeg-fonnus ne vo implijet dilhad stankus ebet rak ne vezont morse gleb, ha neuze o defe kalz re domm. Ne vo lakaet nemet ul licra (seurt tee-shirt met tomm memes gleb) hag ur short ganto. Pa'z eo re fresk an aer pe pa vez re avel e vez lakaet un dizaveler ganto.

Ispisialamantoù bro Kanada

kemmañ

Ar C'hanada a zo ar vro nemeti er bed hag en deus en e listenn listri gourdonadenn ur c'hanoe eus 15 pagailher. Anvet eo Kanoe Brezel dont a ra eus indianed Amerika, an Haudenosaunee a implije ar bigi-se evit brezeliñ. O listri a oa fonnus-tre ha seblant tre d'ar C15 (anv ofisiel). Ar vag a zo ur c'hanoe gant 14 pagailher (7 dehouat, 7 kleizhat) hag un den o sturiañ an hentad, alies ar gourdoner anezhañ. Ur vag fonnus eo e-keñver e bouez. Ar redadegoù C15 a zo dedennus tre peogwir eo bras ar bigi hag e vezont strollet er memes trepas.

Rummadoù e Bro-C'hall

kemmañ
  • E Bro-C'hall eo strollet ar pleustrerion e rummadoù hervezh o oad :
    • Poñsig ( 9 ha 10 )
    • Bidolc'hig ( 11 ha 12 )
    • Bihanig ( 13 ha 14 )
    • Yaouer ( 15 ha 16 )
    • Mibion ( 17 ha 18 )
    • Hen ( 19 ha 34 ).
    • Henaourien adalek 35 bloaz.Ar rummad hen a zo dasparzhet e rannadoù 5 bloavezh ( V1=35 betek 39, V2=40 betek 44... ).

Ouzhpenn da-se ez eus ur rummad kayak-ampechet, evit an dud ampechet.

Ar merc'hed er c'hanoe-kaiak

kemmañ

Ar merc'hed a zo 25 % eus an dud aotreget er c'hanoe-kaiak. An aozadur en deus prometet da bediñ an holl frammoù sportour da gemer perzh er genstrivadeg vroadel « Merc'hed ha sport » aozet gant ministerezh ar yec'hed, ar yaouankiz hag ar sportoù evit lakaat en a-raok skeudenn ar plac'h er sport.

Astennadenn

kemmañ

Stummoù ar bigi-flodelloù implijet en dudi a zo dreist-holl ar c'hanoe, ar c'haiak hag ar raft, e danvezioù reut war un eskern pe blastik c'hwezhet. Ar stad azezet er c'hayak ur pe div blas a servij da bleustradeg tud dalchet en o c'heflusk dre eskern traoñ ar c'hein.