Aotreet oc'h da gemmañ ar pennadoù, met n'oc'h ket aotreet da skarzhañ danvez, evel er pennad Anna d'Este. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Kzu 2013 da 12:12 (UTC)Respont

N'eus bet lamet tra ebet. Ouzpennet ne lavaran ket. E-lec'h kompren e c'hoariit ho tamm pennwikiour evel boaz, hag evel boaz e postit ur pennad digempoell, dizave, gant liammoù a vank hag un notenn saoznek na gas da neblec'h war ar marc'had. C'hoari : 23 fazi yezh zo er skrid evel m'emañ, hag o c'havout a reot ? Deoc'h da labourat, evit ar wezh, e-lec'h postañ forzh petra ha tagañ an dud a goll amzer o klask e gempenn. 2.13.216.182 21 Kzu 2013 da 18:53 (UTC)Respont

Anne Larsen, Carole Levin, Diana Robin - Encyclopedia of Women in the Renaissance: Italy, France, and England - ABC-CLIO - 2007 - 459 fajenn - ISBN 978-1-85109-772-2 eo dave talvoudus an notenn, met re c'hwezhet, re zic'houest ha re zifoultre eo "aozer" ar pennad evit soursial eus labour ar vevelien. Gwelloc'h eo dezhañ foranañ amzer oc'h ober brezel-gaou da Drec'hlid mitonet eget bezañ efedus er Wikipedia brezhonek. Gwir eo e ra e droioù lous war e amzer c'hopret, ar pezh a ziskouez tro-spered tarwazer ar paour-kaezh den-se. Yoel ar C'horr (kaozeal) 21 Kzu 2013 da 20:58 (UTC)Respont

Kement ha te em eus gwir da ober evezhiadennoù, ha faziañ a c'hallan. A-hend-all n'eo ket aotreet tagañ ar re all, unan eus pennreolennoù ar wikipedia. Peoc'h Nedeleg bezet ganeoc'h ha gant ho spered. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Kzu 2013 da 17:51 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.