Pep hini a c'hall kemm wikipedia, te ivez. Pep hini a c'hall ivez c'hoari lakaat pe tennañ patrom pe batrom ha kavout e blijadur e-lec'h ma kar: lakaomp chom da c'hoari gant se e-pad devezhioù, war pennadoù ar memes den (n'eus ket re all), kuzhet a-drek un niverenn IP. Moarvat n'eus netra talvoudusoc'h d'ober er wikipedia. Daou seurt tud a ra se: lod a ya skuizh buan, re all a glask lakaat reuz goude. Un afer evit merourien adarre. Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 06:07 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h emañ ar gudenn. Meneg un dra fall bet graet ganin. Lakaet am eus ur patrom "Labour a chom" war ur pennad lec'h ma chome labour d'ober, se eo roll ar batrom, ket ? --86.71.206.52 10 Ebr 2010 da 10:34 (UTC)
- Gwir a lavarez, evit se eo graet ar patrom. Techet eo Fañch Kouer avat da gavout trenk kentelioù aes ha diskuizh Yann Dianav, pa chom da sellout ouzh ar re all oc'h ober al labour hep kemer perzh. Netra ken.Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 12:03 (UTC)
- Gant an implijer-mañ eo bet lakaat ar patrom "labour a chom" e 4 pennad. Hag ur gudenn bennak 'zo ? Perak 'vefe un afer evit merourien ? --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 19:14 (UTC)
- Gwir a lavarez, evit se eo graet ar patrom. Techet eo Fañch Kouer avat da gavout trenk kentelioù aes ha diskuizh Yann Dianav, pa chom da sellout ouzh ar re all oc'h ober al labour hep kemer perzh. Netra ken.Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 12:03 (UTC)
Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.