90.32.166.120
Demat deoc'h, Mat eo din e vije lakaet TermOfis OPaB da zave e-keñver ar pennad-mañ, daoust na gaver ket ar ger « bulbul » e-unan ent-resis el lec'hienn... Din-me ne dalv ket ar boan lakaat ul liamm diavaez o vezañ na gas da netra, siwazh. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2019 da 11:17 (UTC)
- Demat deoc'h, Ne gomprenan ket perak e skrivit ne gas al liamm da netra ; setu pezh a gaver pa glasker "bulbul" e TermOfis :
- LOENONIEZH
- Bulbul d'Arabie | Bulbul Arabia | Pycnonotus xanthopygos (studiet)
- bulbul gris | bulbul boutin | g. | bulbuled boutin | Pycnonotus barbatus (studiet)
- Bulbul ocré | Bulbul bouliermini | Alophoixus ochraceus (studiet)
- Diwar kement-se em eus kendastumet eo "bulbul" an anv brezhonek a c'heller degemer digudenn (daoust ma talvez بلبل "boulboul" kement hag "eostig" e gwirionez, met xxxed n'int ket eostiged !). Tu zo da cheñch anv ar bajenn (Pycnonotidae) met ret e vefe graet gant an tri fennad all ivez : Bulbul aour > Calyptocichla serina (dianav d'an Ofis), Bulbul boutin > Pycnonotus barbatus (studiet gant an Ofis) ; Bulbul jodoù gwenn Pycnonotus leucogenys (dianav d'an Ofis) a gas d'an anv skiantel dija.--90.32.166.120 6 Mez 2019 da 12:19 (UTC)
- Trugarez eus ho respont, da gentañ-penn. Pa vez lakaet ul liamm war-du ur ger bennak — da skouer « bulbul » — e lec'hienn TermOfis OPaB, ne zegas da respont ebet war-eeun : ret eo klikañ war RECHERCHER. Se zo kaoz e oan paouezet d'ober gant ar seurt liammoù diavaez. Diouzh boaz e teu anvioù al laboused degemeret e TermOfis eus an tamm labour kaset da benn gant Pêrig Herbert hag embannet gant hor Yezh ingal : ar wech-mañ em eus graet tro-wenn e-keñver ar bulbuled. Un toullad mat a bennadoù gouestlet d'an evnoniezh a zo manet diechu pe diamzeriet en abeg da araokadennoù da skiantoù 'zo, ar vevoniezh volekulel en o zouez. Evit poent ne glaskan nemet (ad)lakaat pep labous en e neizh reizh, ha n'eo ket gwall aes... :-) --Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2019 da 12:42 (UTC)
- Sellit ouzh an diforc'h :
- Meurgorf/-aat
- TermOfis/labous.
- --Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2019 da 14:52 (UTC)
- Trugarez eus ho respont, da gentañ-penn. Pa vez lakaet ul liamm war-du ur ger bennak — da skouer « bulbul » — e lec'hienn TermOfis OPaB, ne zegas da respont ebet war-eeun : ret eo klikañ war RECHERCHER. Se zo kaoz e oan paouezet d'ober gant ar seurt liammoù diavaez. Diouzh boaz e teu anvioù al laboused degemeret e TermOfis eus an tamm labour kaset da benn gant Pêrig Herbert hag embannet gant hor Yezh ingal : ar wech-mañ em eus graet tro-wenn e-keñver ar bulbuled. Un toullad mat a bennadoù gouestlet d'an evnoniezh a zo manet diechu pe diamzeriet en abeg da araokadennoù da skiantoù 'zo, ar vevoniezh volekulel en o zouez. Evit poent ne glaskan nemet (ad)lakaat pep labous en e neizh reizh, ha n'eo ket gwall aes... :-) --Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2019 da 12:42 (UTC)
Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.