92.135.197.102
Demat deoc'h, Mar gallan aliañ ac'hanoc'h d'ober un dra bennak eo lenn an "Notenn yezh : ar pal e brezhoneg" a oa bet savet gant Yann Gerven en niverenn 330 eus Al Liamm (C'hwevrer 2002). Ma'm eus soñj mat e vez displeget gantañ penaos ober gant "a-benn", "da" hag "evit". A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2017 da 17:00 (UTC)
Salud ! Diwar-benn a-benn + anv-verb e c'halli lenn ivez displegadennoù Yann Gerven en e Yezhadur! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur (Keit Vimp Bev, 2014), p. 5, A-benn : disoc'h ha neket pal. Ar skouer a gaver e geriadur An Here, pe ar re a gaver e Devri, a ya a-du gant an displegadennoù-se ivez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Mez 2017 da 06:36 (UTC)
Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.