For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Brewalan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Brewalan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : Insert-signature.png. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 22 Ebr 2006 da 22:22 (UTC)

  • Trugarez da gemer perzh e Wikipedia, an holloueziadur digor. Sellet em eus un tamm ouzh ar pennadoù nevez pe ouzh ar c'hemmoù degaset ganit. Setu un nebeud kuzulioù a c'hallan reiñ dit : diwall da veskañ ar pennadoù gant ar rummadoù. Ret eo merkañ anv ar rummad er pennadoù evel-mañ [[rummad:Anv ar rummad]]. Mont a raio war-eeun d'en em renkañ er rummad merket. Setu ma n'eus ket da skrivañ anv pennad ebet e pajennoù ar rummadoù. Evit danvez ar pennadoù, soñj mat emaomp o skrivañ un holloueziadur. Ret eo implijout ur stil neptu hag ul live yezh a zere d'ar yezh skrivet. Ret eo displegañ mat an traoù en ur soñjal ouzh an dud na ouzont ket eus petra zo kaoz er pennad. Da souer ar pennad Blood Feast n'eo ket skrivet dispar. Ret eo kregiñ gant displegañ petra eo (ur film), gant piv eo bet savet, pegoulz, piv a c'hoari e-barzh, hag all. Arabat skrivañ daou bennad gant an hevelep boued ivez evel Ar sinema spont ha sinema ar spont, na kennebeut teuzkas en ur pennad ledan-tre e ditl (Istor alamagn), traoù na dennont nemet d'un darvoud resis (reveulzi spartakour). Mat, ar pezh a gont eo mont war-raok ha tamm-ha-tamm e teuio plaen. Lenn un tamm ar pennadoù savet gant tud all ha sell ivez ar pezh a zo er yezhoù all, da skouer en:Blood Feast. Kalon dit da genderc'hel ganti. --Fulup 23 Ebr 2006 da 19:17 (UTC)

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)Aozañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:42 (UTC) (Merour)

DilennadegAozañ

Votit amañ
 

Lañset zo bet ur votadeg (amañ[[[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.