Chabi1
Aide en breton présentation de Wikipedia en Ido
kemmañUne traduction possible en breton de ta présentation de l'Ido pourrait être :
Degemer mat war Wikipedia en Ido. Dont a ra an Ido eus an Esperanto nevesaet e miz Here 1907 gant ur strollad Délégation pour l'adoption d'une langue auxiliaire internationale e anv, bodet e Paris e Skolaj Bro Frañs, ennañ pennoù bras yezhoù savet all (esperanto, idiom neutral, latino sen flexion, hag all hag all), ha skiantourien ha yezhonerien brudet ezbedel. Skanvaet eo bet an esperanto evit stummañ an Ido (lizherenneg latin boutin e plas unan ispisial d'an esperanto da skouer) Diazezet eo bet an Ido diwar c'hwec'h yezh (saozneg, galleg, alemaneg, kastilhaneg, italianeg ha rusianeg) ha war muioc'h a etrebroadelezh. Er mod-se eo natureloc'h an Ido eget an Esperanto o chom damheñvel memestra.
Ma z'oc'h o studiañ an Ido hag ho peus c'hoant kemer perzh da skrivañ pennadoù en hor Wikipedia, krogit ennañ. Tud gouest d'ho tifaziañ a zo. Implijit Patrom:Revizo e penn ho pennad evit goulenn sikour digant unan barrek war yezhoniezh an Ido.
Lec'hienn bennañ evit an Ido a zo XXX, Ar pennadoù en Ido a c'hell bezañ kavet war XXXX.