For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, M.Jouitteau, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, M.Jouitteau. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Ex-Smith 11 Eos 2010 da 08:31 (UTC)Respont

Degemer mat dit --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:22 (UTC)Respont

Doubladur kevreadurezhel

kemmañ

Ar bajenn-man a denn d'an doubladur fonologel, ha n'eo ket kevreadurezhel. --M.Jouitteau 11 Eos 2010 da 08:21 (UTC)Respont

Marteze emañ ar wirionez ganeoc'h, met mat e vefe kaout un tamm displegadenn evit an dud n'int ket barrek war an dachenn-se da gompren perak, hag evit ar re all gellout eskemm ganeoc'h war an danvez. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:07 (UTC)Respont
Ouzhpenn-se e kav din ez eo barrek an den hag en deus savet ar pennad war an dachenn (istor, Implijer:Neal an hini eo), mat 'vefe gwelet hag eskemm gantañ ivez. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:21 (UTC)Respont

La Bretagne linguistique

kemmañ

Trugarez deoc'h da vezañ bet kroget gant ar pennad-mañ, met mat e vefe lakaat un tamm muioc'h a zanvez eget ul liamm diavaez hepken. Mod all e vo lod o c'houlenn diverkañ ar pennad-se, ha ne vo arguzenn ebet evit derc'hel anezhi, alas. A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Gen 2011 da 13:28 (UTC)Respont