Kaozeadenn Implijer:Matilin/Dielloù

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup e kaozeadenn chouchouk

Dilennit ho merourien

kemmañ

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Salud Matilin vihan, n'out ket kousket c'hoazh ? N'eo ket fur c'hoari gant ar sinalunioù evel-se. --Fulup 8 C'hwe 2006 da 20:55 (UTC)Respont

Aotrou Kadiou

kemmañ
  • Ur reolenn zo evit anvioù ar pennadoù. Ne vez ket lakaet da anv pennad titloù evel aotrou xxx pe Tad xxx pe c'hoazh abad xxxx. Ret eo lakaat anv leun an den evel war ar wikioù all. Aotrou Kadiou a c'hall talvezout evit n'ouzon ket pet den warn-ugent. N'eo ket merket er pennad petra eo anv an den-se. N'ouzez ket ? --Fulup 4 Meu 2006 da 10:41 (UTC)Respont
  • Pa ouezin anv bihan an Aotroù Kadiou e c'hallin e ouzhpennañ. Kredet em eus lakaat ar pennadig-se diouzhtu daoust da se. Klask a rin pelloch. -- Matilin 4 Meu 2006 da 16:13 (UTC)

Bengalour/Bangalore

kemmañ

ar bep aezetañ d'am soñj e vefe adenvel ar pennad pennañ > "Bengalour" evit ma klotfe ar stumm brezhonek gant hini ar stumm orin hag ober un adkas "Bangalore" > "Bengalour" evit ma vefe aezetoc'h evit an dud kavout ar pennad e brezhoneg. petra a soñj dit? lâr din mac'h out a-du hag e rin-me war-dro ar c'hemmoù titl mar fell dit--Neal 12 Meu 2006 da 12:23 (UTC)Respont

ne welan ket perak e vije bet distroet war ar c'haoz a-daol trumm war afer anv al lec'h-mañ. n'eo ket etrebroadel ar stumm Bengalore - ur stumm trevadennadel ne lâran ket bet degaset dre levezonez ar saozneg goude bezañ treuzfeurmet ar stumm orin. ar fed m'eo bet degemeret gant ABU ne dalv nemet emañ ABU dindan krabannoù an impalaeriezh europek hag a laka pep tra da vezañ dielfennet hervez boazioù "kreiz ar bed seven".--Neal 5 Ebr 2006 da 20:41 (UTC)Respont

Neal, adlakaat a ran ar pezh am eus lakaet da heul ar pennad a zo kaoz ha war ar seblant n'ac'h eus ket lennet a-raok cheñch an anv e pep lec'h er pennad. Ouzhpennet em eus traoù ivez. Evel ma skriven e lec'h all, lennet em eus ar c'hejadennoù a zo bet war an aferig-se just awalc'h ha graet em eus va soñj :
mat-tre. lenn pelloc'h hag e weli mar fell dit doujañ d'an ofielded e ranki soñj da soñj dindan un nebeut mizioù.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

kavout a ra din eo gwell ober gant ar stumm Bangalore : 1. Evit doujañ da stumm etrebroadel an anv. Daoust ma peus kasoni ouzh an ABU, me gav din n'haller ket mont da adober an Istor en India ;

arabat lâret seurt traoù. n'em eus lâret e lec'h e bet em befe kasoni diouzh ABU geo? lâret em boa e touje da stummoù lec'hanvioù trevadebnnel deuet diwar ar saozneg (ha faos eo?) hag e sooutene war an dachen-mañ ur sav-poent eurocentric (da lârete o impalaerour europek).--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

2. Evit ober evel ma vez graet er Wikioù all.

reishoc'h e vefe lâret "evel ma vez graet gant an darn vrasañ eus ar wikioù all", rak kavet e evz, hervez al liammoù stag ouzh ar bajenn vrezhonek: galleg: Bengaluru ha poloneg: Bangalur--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

E kement yezh a gaver ar penna~d-se a hend all (er yezhoù o deus an hevelep lizherenneg hag an hini a c'hell ma urzhiataer diskouez din bepred) eo bet graet gant ar stumm-se, un nebeud devezhioù zo dija. Perak e yafemp-ni gant reolennoù kontrol d'ar pezh a vez graet gant ar re all ?

peogwir a) ne vez ket graet evel ma lârez-te gant an holl; b) peogwir ne'eus listenn ebet embannet gant ABU a lârefe pesuert stumm a zo ofisiel e brezhoneg; c) peogwir zoken ma lârfe ABU tra pe dra ne vefe ket ret na da implijerezed/erion ar brezhoneg dre vras na da genlabourezed/erion ar wiki e brezhoneg doujañ outañ; d) peogwir e kemmo ar bloaz-mañ ar stumm ofisiel (gwir e o, chenchet e vo gant tud an India nemetken ha n'eo ket gant Europiz, met petra 'ri?)--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

3. Brav e kavan ar stumm ijinet ganit (Bengalour), anzav a ran, met daoust hag e vo tu brezhonekaat holl anvioù-lec'h India evel-se ?

ne welan ket perak ket: amañ e c'heller ober buan-tre gant an adkasoù a-benn kavout en un doare aes termenoù divoutin.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

Ha betek pelec'h mont ? Pelec'h chom a-sav ? Gant ar c'hêrioù, kêriadennoù, straedoù, stêrioù ha me oar ? Ha goude e vo tro ar broioù all ? Aze e vi atav evit ober al labour-se ?

me? ne vin ket. ul labour a-stroll an hini eo, met ya, kemer a rin perzh bewech ma gav din em eus un dra talvoudus da lâret (evel ar re all evel-just)--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

4. Ne gav ket din on va unan o soñjal evel-se. Adlenn ar c'hejadennoù a zo bet er bajenn gozeal da skouer. Ouzhpenn-se e kavan un tamm reut an doare d'ober, o cheñch stumm an anv e pep lec'h er pennad, hep klask kozeal pelloc'h gant an den a zo o sevel anezhañ.

hep kaozeal? me gave din e oa bet ur gaozeadenn hir-spontus diwar-benn an tem-mañ.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont

Ne gavan ket gwall yalc'h an doareoù-se pe eo bet termenet reolennoù war ar poent-se en un tu bennkaet ha n'em eus ket o lennet. Ma n'eo ket bet graet, mat e vefe diazezañ reolennoù sklaer evit an holl a-benn neuze. Matilin 5 Ebr 2006 da 21:44 (UTC)Respont

war a welan evidout ec'h eo sklaer-tre ez eus ur stumm ofisiel nemetañ bet degemeret evel-hen gant ABU hag eo hennezh e rankfemp doujañ outañ. bez' e c'hellfen bzañ a-du ganit penn-da-benn ma oa gwir kemendall met un tamm mat luzietoc'h eo an traoù e gwirionez. estu evit klask o sklaeraat an traoù un tammig:

ret eo anzav n'eo ket ken sklaer all an traoù evit ar pezh a sell ouzh ar stumm etrebroadel, rak e gwirionez ez eus daou stumm:

1. an hini a douj da reolennoù reizhskrivañ ar saozneg > bangalore [baNgalOr]. klotaat a c'hell gant an distagadur saoznek pe get; galleg: klotaat a ra (mut eo an e diwezhañ) spagnoleg: ne glot ket [baNgalore] brezhoneg: idem. spagnoleg (lec'h an taol-mouezh ivez...)

2. an hini a douj da reolennoù reizhskrivañ ar yezh degemer evit doujañ d'an distagadur saoznek. Hungareg: Bangalor Ruseg: Бангалор]]

neuze, ma vez dibabet 2. ret e vefe skrivañ bangalor e brezhoneg. kement hag ober, perak ket mont un tamm bihan pelloc'h ha skrivañ bengalour hervez an distagadur orin (Bengaluuru)? ouzhpenn-se n'eo ket gwall disheñvel ouzh ar stumm etrebroadel.

Notenn a-bouez: ha daoust ha ma rafomf gant ar stumm etrebroadel-mañ, rete evo e gemmañ dindan berr amzer [1] rak:

On December 12, 2005 Karnataka Chief minister announced that Bangalore would follow the name change trend like Bombay (now Mumbai), Calcutta (now Kolkatta), Madras (now Chennai). The name change will take effect from November 2006, on Kannada Rajyothsava day. [2] --Neal 6 Ebr 2006 da 07:54 (UTC)Respont


Neal, diaes eo din kompren...

1. Ar pezh a zo sur eo out aet da adlakaat ar stumm Bengalour e pep lec'h er pennad, a-raok kaout an eskemm-se, daoust ma lenner war dalbenn ar pennad : "Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali er bajenn gaozeadenn". Dav e vo adsevel an ereoù hag adkargañ ar skeudennoù dre da faot ivez… Hag e kredez kozeal din deus vandalerezh !!! Ne gavan ket yac'h seurt doareoù avat ha n'eo ket dav mont da ijinañ ur patrom nevez ha pegañ anezhañ ouzh kement pennad e-lec'h ma ez da lakaat jeu. Ne welan ket perak em befe da zoutañ outo ivez, pa ne vez ket graet gant lod !!! Met diwar seurt temz-spered ha c'hoarioù, ne ziwano netra...

2. Kavout a ra din eo ledan awalc'h tachenn an holloueziadur-mañ evit ma kavfe pep hini e liorzhig da labourat (hep na zeufe ur c'honifl bennaket da zebriñ ar saladennoù a zo bet plantet an deiz a-raok). Ha ma'z eus tra pa dra da welaat er pennad-mañ-pennad, evit mad an holl, tu zo kozeal diwarno etrezomp, ya laouen, ul lec'h a zo aze evit-se. N'eo ket dav mont e breskenn evit-se ha lakaat ar re all da goll o amzer.

4. Evit pezh a sell ouzh an danvez bremañ, ne gomprenan ket ken. N'em eus skrivet neblec'h e vefe da sentiñ ouzh ABU, na d'e stummoù ofisiel, nag e vefe deus rolloù bet embannet gant an aozadur-se, nag a vefe da vont d'o heul, pa gomzan dit eus stummoù etrebroadel, ar pezh a zo disheñvel evidon. Setu perak ne gomprenan ket diwar betra e skrivez e vefe evidon ur stumm ofisiel nemetañ bet degemeret evel-hen gant ABU hag eo hennezh e rankfemp doujañ outañ. Ne welan ket war betra eo diazezet an gaou-se !?!

2. N'out ket a-du pa lâran ac'h eus kasoni ouzh ABU. Ingal eo din ar pezh a soñjez dwb an aozadur-se, dit-te eo da welet, da afer eo. Koulskoude, n'eus ket pell zo e oa bet skrivet ganit an dra-mañ : Ar fed m'eo bet degemeret gant ABU ne dalv nemet emañ ABU dindan krabannoù an impalaeriezh europek hag a laka pep tra da vezañ dielfennet hervez boazioù "kreiz ar bed". Kerzh da gompren un dra bennaket met ne gavan ket an displegadenn-se gwall dener.

3. Gwir eo padal, ne gaver ket en holl Wikioù all ar stumm Bangalore, anzav a ran, met gant ar braz anezho memestra, pell alese. Ha pa ne vez ket graet gant ar stumm-se eo gant ar stumm a deuio da vezañ ofisiel, sañset, e miz Here 2006, diwar ar stumm kannadek, yezh ar Stad m'eo Bangalore e gêrbenn. Ne vez ket graet gant stumm ijinet ebet diantav !

4. N'eo ket dav dit arguzenniñ kennebeut o tisplegañ e vo deus ar c'hemm en anv-se e fin ar bloaz, evel ma ne ouifen ket, gant liammoù o kas er maez eus ar Wiki, pa z'eo bet meneget er pennad end eeun : E 2005 eo bet divizet gant gouarnamant Stad Karnataka reizhañ anv e gêrbenn oc'h ober gant ar stumm kannadek, Bengalūru end-eeun. Sañset e teuio ar c'hemm da vezañ ofisiel azalek ar 1añ a viz Du 2006.

5. ret e evo e gemmañ dindan berr amzer, a skrivez evel pa vefe ur gudenn cheñch an anv. Mat-kaer ! Kemmet e vo ha mat pell zo. Met, o vezañ ma n'omp ket e miz Here c'hoazh, dre ma n'on ket divinour kennebeut hag e c'hallfe nompaz c'hoarvezout e kav din eo reizh ober gant ar stumm Bangalore da c'hortoz ivez.

6. Er Wikioù-all e vezer gant ar stumm Bangalore pe gant ar stumm a vo ofisiel a-benn 6 miz : perak eta mont da ouzhpennañ un trede stumm, ur stumm brezhonekaet ? Ma n'eo ket lakaat an traoù da vezañ luzietoc'h-luzietañ an dra-se, n'ouzon ket petra eo ? Ret e vefe skrivañ "bangalor" e brezhoneg a embannez. Mat-kaer ! Ha padal e kinnigez ivez mont pelloc'h oc'h ober gant Bengalour. Poan em eus da heuliañ… Ha perak em em harpañ war an distagadur hepken evit brezhonekaat an anv ? Ha n'eo ket ober gant doareoù "trevadennadel" a zisplij dit a hend-all ? Diaes eo din kompren…

E berr gomzoù : kinnig a ran, a-benn neuze, ober gant ar stumm Bangalore betek ar 1añ a viz Here 2006, deiziad ma vo graet gant ar stumm Bangalūru, deuet ofisiel. Ha laosket e vo an talbenn "Tabut diwar-benn un anv-lec'h arallvro" betek-henn, ha kement ha ma kari. Matilin 8 Ebr 2006 da 13:53 (UTC)Respont

Graet eo bet   -- Matilin 16 Ebr 2006 da 11:55 (UTC)Respont

Kartenn Vangalore

kemmañ

Mat eo ;o) Forzh penaos, ha war e seblant, on deuet da vezañ en ur mod brezhoneker ofisiel ar c'hartennoù lol :o)))

chouchouk

kemmañ

Ale, pemp munud c'hoazh hag ez an da gousket. Noz vat. --Fulup 16 Ebr 2006 da 22:46 (UTC)Respont

Kousk mat eta. N'on ket chomet dilabour diouzh ma zu kennebeut. :). Dispar eo ar bajenn evel m'eo bet kempennet ganit bremañ. Spi am eus e talc'hi evel-se. --Fulup 18 Ebr 2006 da 22:06 (UTC)Respont

Statud an Heñvelrevelezh dre riez

kemmañ

Trugarez evit ar gartenn troet. Neal

Distreiñ da bajenn an "implijer".