Dielloù :

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:19 (UTC) (Merour)Respont

kartenn ar wikipedourien

kemmañ

Demat dit, mar fell dit e c'hallez en em renabliñ war kartenn ar wikipedourien vrezhonek amañ Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 18:48 (UTC)Respont

Demokratelezh

kemmañ

[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)Respont

Departements_of_French_Empire_South_1811

kemmañ

Marteze e c'hallfes brezhonekaat? Ret eo mirout anvioù gallek an departamantoù gall en holl vroioù, hag italianekaat anvioù kêrioù Italia gallekaet. Jeneva zo un anv brezhonek a-hend-all.

 

  --Matilin 23 Ebr 2009 da 21:04 (UTC)Respont

Salud dit ! Dre fazi moarvat (?) 'peus cheñchet un anv war ar gartenn : e-lec'h ma oa Doire 'peus lakaet Ivrea. A galon, --Llydawr 26 Ebr 2009 da 17:43 (UTC)Respont

Gênes eo an anv gallek war ar gartenn, n'eo ket Gènes. 82.248.31.135 27 Ebr 2009 da 16:52 (UTC)Respont
Renket eo. :) --Matilin 27 Ebr 2009 da 17:12 (UTC)Respont

Menai

kemmañ

Un nebeud anvioù saoznek a vije da gembraekaat, mar kerez. A galon. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2009 da 17:18 (UTC)Respont

 
Kartenn saoznek eus Enez Mon hag Arfon, gant ar stêr Menai

  --Matilin 28 Ebr 2009 da 16:35 (UTC)Respont

N'em eusket c'hoant da derriñ da benn gant se, met ar gêriadenn anvet Menai Bridge a zo Y Borth pe Porthaethwy. Beaumaris a zo skrivet Biwmaris a gredan , e kembraeg. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2009 da 16:39 (UTC)Respont
'Rez ket bil. Ken koulz eo mont betek-penn ganti. Mat eo evit Porthaethwy. Lezet em eus Biwmares koulskoude a seblant bezañ a-zoare evel m'emañ. Matilin 28 Ebr 2009 da 16:54 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

{{Galv merourion}} Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:39 (UTC)Respont

Moudenn-gastell

kemmañ

Ar pennad a peus savet dindan berr amzer a zo klok mat ha frammet brav, ha skeudennaouet ouzhpenn-se. Kinniget 'm eus anezhi evel Wikipedia:Pennadoù mat. Gourc'hemennoù. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:29 (UTC)Respont

Barzhig

kemmañ

D'am soñj n'haller ket menegiñ un droidigezh evel pa vije un oberenn. A galon. Bianchi-Bihan 24 Ebr 2010 da 16:51 (UTC)Respont

Graet em boa ur c'hempennig en deiz all: mat eo dit evel-se? Bianchi-Bihan 25 Ebr 2010 da 17:03 (UTC)Respont
Er voest kelaouiñ e vije ret ober udb ivez d'am soñj. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2010 da 08:45 (UTC)Respont

Infobox

kemmañ

Ac'hanta gwelet 'm eus e poa graet war-dro sevel infoboxoù nevez, labour brav 'peus graet. Ur c'hinnig bihan am befe d'ober evit gwellaat anezho c'hoazh. Ha gouest e vefes lakaat un talbenn spesius d'an tem a vez hini an infobox. Displegañ a ran un tamm gweloc'h an traoù : Pa seller ouzh ar patromoù da-heul (Patrom:Infobox Sonerezh (arzour), Patrom:Infobox Bier) e weler un dresadennig en talbenn. Kavet 'm eus en ur pennad gall ur roll kinnigoù a vefe dedennus [3]. Lakaat a rafen an hini "cinema" evit Patrom:Infobox Sinema (tud)‎, ha "persofiction" evit Patrom:Infobox C'hoariva (tud)‎. Petra eo da soñj ? Ha diaes e vefe d'ober ?
Keit ha ma soñjan ez eus un draig all. Ha gellout a rafes lakaat al liammoù etrewiki war an 2 batrom a peus krouet (gouest e vefen d'en ober, met dre ma 'peus graet war-dro sevel anezho e peus da damm urzh). Trugarez --Y-M D (kaozeal) 24 Ebr 2010 da 20:37 (UTC)Respont

Labour diembann

kemmañ

D'am soñj n'haller ket menegiñ labourioù diembann er wikipedia. Er wikipediaoù all eo ur reolenn diazez. Bianchi-Bihan 2 Mae 2010 da 17:57 (UTC)Respont

  Mat eo. N'on ket em aes evit diverkañ traoù zo bet lakaet gant wikiperien-all a-raok. Met, mard eo ur reolenn diazez, ken koulz eo ober ganti. --Matilin 3 Mae 2010 da 06:17 (UTC)Respont
Pezh a c'hallfed menegiñ eo e vije bet graet troididigezh pe troidigezh gant hemañ-hen hervez pennad pe bennad en niverenn-mañ-niverenn eus ar gelaouenn-mañ-'r gelaouenn. A-hend-all n'eus prouenn ebet. Kement-se a dalv evit ar pennadoù, levrioù, pladennoù, filmoù, a vo graet ivez. Pa vint gwelet e vint meneget. Bianchi-Bihan 3 Mae 2010 da 07:57 (UTC)Respont

Mariasun Landa

kemmañ

Ne gomprenan ket da gemm er pennad Mariasun Landa. Ma c'hallfes displegañ din... A galon. Bianchi-Bihan 13 Mae 2010 da 17:13 (UTC).Respont

Evel ma oa (Olifant Kalon-evn), ne gase ket an titl d'ar pennad (Olifant kalon-evn), se zo kaoz em eus kredet cheñch lizherenn gentañ an eil ger. Da c'houde em eus lakaet an titl en italeg, kement ha lakaat anezhañ evel an titloù-all er pennad. A galon --Matilin 13 Mae 2010 da 17:34 (UTC)Respont

Patrom:Infobox Album v2

kemmañ

Ha gellout a rafez lakaat bravoc'h ar patrom-mañ, evel ma 'peus graet evit ar re all. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 2 Mez 2010 da 06:26 (UTC)Respont

Salud. Trugarez ha gourc'hemennoù, bravoc'h ar patrom bremañ, hag ar pennadoù da-heul. --Ex-Smith 19 Mez 2010 da 13:29 (UTC)Respont
  Gwelloc'h a c'haller ober, kredapl, met un tammig propoc'h eo bremañ. D'ar c'hentañ tro. --Matilin 19 Mez 2010 da 13:33 (UTC)Respont

Kombrid

kemmañ

OK. Trugarez. A galon. Kadbzh 26 Gou 2010 da 19:08 (UTC)Respont

Er Vro Vigoudenn emaout o chom? --Ex-Smith 26 Gou 2010 da 19:57 (UTC)Respont

Patrom:,

kemmañ

Demat,
Ha barrek e vefes evit reizhañ ar Patrom:,. Ur gudenn 'zo pa implijer anezhañ, lakaat a ra an destenn da vont d'al linenn (skouer : er bajenn-mañ, e linenn ziwezhañ ar rann "Embannadurioù"). Trugarez dit, a galon --Y-M D (kaozeal) 5 Gwe 2010 da 11:54 (UTC)Respont

Mat

kemmañ

Mat-tre e kavan da resisadurioù. Sed ar pezh a ranker kavout en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 15 Meu 2011 da 03:12 (UTC)Respont

Wikipedia:Labourva_grafek

kemmañ

Ha dedennet e vefes evit lakaat da anv a-benn kemer perzh er raktres-se ? Wikipedia:Labourva_grafek/Raktres_Skeudennoù - MP 17 Gou 2011 da 11:17 (UTC)Respont

TUSC token fa0d4dbd0c8f7bfe43885cab3332513a

kemmañ

I am now proud owner of a TUSC account!

Patrom:Infobox/Geolec'hiadur

kemmañ

Salud,

Abaoe pell bremañ e klaskan sevel ur patrom nevez evit kumunioù Breizh hep bezañ gouest da ouzhpennañ geolec'hiadur pep kumun (Gwelout Rostrenenn ha Implijer:Gwendal/Brouilhed ne vank nemet ar gartenn gant ar poent evit lec'hiañ ar gumun). Gwelet 'm eus e oas deuet a-benn da lec'hiañ kumunioù war ur gartenn ez poull-traezh. Ha gallout a rafes ober kement all evit ar patrom nevez a glaskan sevel ? A galon, --Gwendal 24 Eos 2011 da 07:28 (UTC)Respont

A-benn ar fin on deuet a-benn. N'eo ket gwall ortodoks ma afer (gwelout Rostrenenn adarre), met gant da labour e c'hellimp mont war-raok. Trugarez, --Gwendal 24 Eos 2011 da 07:45 (UTC)Respont
Goulennet em boa digant an dud en davarn un nebeut sizunvezhioù zo, tu zo da sevel ur gaozeadenn nevez. Gwendal 3 Gwe 2011 da 12:35 (UTC)Respont
Gallout a rez reiñ da soñj en davarn.--Gwendal 5 Her 2011 da 07:46 (UTC)Respont

Patrom nevez

kemmañ

Gwelet 'm eus ar patrom nevez a zo bet savet evit kumunioù Breizh hag a zo bet ouzhpennet en un nebeut pajennoù dija, kavout a ran anezhañ deus ar re wellañ ha brav kenañ. Gourc'hemennoù ! A galon --Y-M D (kaozeal) 22 Kzu 2011 da 21:53 (UTC)Respont

Global account

kemmañ

Hi Matilin! As a Steward I'm involved in the upcoming unification of all accounts organized by the Wikimedia Foundation (see m:Single User Login finalisation announcement). By looking at your account, I realized that you don't have a global account yet. In order to secure your name, I recommend you to create such account on your own by submitting your password on Special:MergeAccount and unifying your local accounts. If you have any problems with doing that or further questions, please don't hesitate to contact me on my talk page. Cheers, DerHexer (kaozeal) 14 Gen 2015 da 00:48 (UTC)Respont