Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien
Wikipedourien Breizh hag ar bed, kevarc'h!
kemmañEvit dizoleiñ pelec'h emañ ar Wikipedourien vrezhonek o chom, lakait ar bir war ar pikoù, dont a raio war wel anv ar c'hêrioù m'emañ an dud o chom...
Brav ez a ar bajenn-mañ en-dro gant an darn vrasañ eus ar merderioù a-vremañ (Internet Explorer 6, Mozilla, hag all). Ur Bitmap 1000x500 e “vannadenn zouaroniel” eo ar skeudenn; gant se, mard anavezer ledred ha hedred ul lec'h bennak e c'haller jediñ pelec'h emañ war ar gartenn en un doare aes a-walc'h.
Pedet eo an holl a fell dezho bezañ war ar gartenn da enskrivañ dindan o anvioù hag ar c'hêrioù ma vevont.
O c'hortoz ho taveennoù emeur! :)
Implijerien rollet war ar gartenn
kemmañBro | Kêr | Ledred | Hedred | Krec'h | Kleiz | Wikipedourien |
---|---|---|---|---|---|---|
Aostria | Vienna | 48º 10' | 16º 12' | 116 | 545 | |
Bro-Skos | Dinedin | 55º 57' | -3º 11' | 94 | 491 | |
Breizh | An Oriant | 47° 74' | -3° 38' | 116 | 489 | |
Karaez | 48º 28' | -3º 58' | 115 | 489 | ||
Kemper | 47º 59' | -1º 05 | 116 | 488 | ||
Naoned | 47º 13' | -1º 33 | 119 | 496 | ||
Roazhon | 48º 06' | -1º 40 | 116 | 495 | ||
Bro-C'hall | Pariz | 48° 51’ | 2° 21’ | 115 | 506 | |
Galiza | Sant-Jakez Kompostela | 42º 53' | -8º 33' | 131 | 476 | |
Japan | Nara | 34º 41' | 135º 43' | 153 | 877 |
Kavout daveennoù douaroniel kêrioù Breizh
kemmañ- Ma n'anavezit ket daveennoù douaroniel al lec'h m'emaoc'h o chom e c'hallit kavout anezho diouzhtu war lec'hienn Geobreizh. Klikit amañ hag heuilhit al liammoù.
Implijerien o deus c'hoant da vezañ war ar gartenn
kemmañMar fell deoc'h bezañ war ar gartenn met ma n'ouzit ket penaos, n'eo ket strikt. Lakait hoc'h anv war ar roll dindan gant an titouroù zo ganeoc'h diwar-benn al lec'h m'emaoc'h o chom -al ledred hag an hedred zo mat da reiñ- ha lakaet e viot war ar gartenn gant unan bennak all. Mar lakait ho taveennoù en daolenn a-us, ouzhpennit anezho war ar gartenn ivez, evit ma klotfe mat titouroù ar gartennn gant re an daolenn.
- (Da skouer) ImplijerZh, KêrZh (Ledred: xxºxx', Hedred: xxºxx')
Formulenn evit treuzfurmiñ an daveennoù douaroniel e pikseloù
kemmañAes a-walc'h eo ar formulenn. Evit treuzfurmiñ e kemerin skouer Kêr Karaez-Plougêr.
- M'emañ an daveennoù er reizhiad c'hwec'hugentvedennel (derez-munut-eilenn), e ranker lakaat anezho er reizhiad dekvedennel. Posupl eo en ober gant ar jederezig dre GMS pe inv-GMS pe c'hoazh gant an dorn evel merket amañ (evit ar resisder a fell deomp ne dalvez ket ar boan kemer an eilennoù e kont)
- led = 48º 28' = (48 + 28/60) = 48,46
- hed = -3º 58' = - (3 + 58/60) = -3,96
- led = 48º 28' = (48 + 28/60) = 48,46
- e ran diouzh an treuzfurmadur linennek
- krec'h = ( 90 - led ) / 0,36
- kleiz = (180 + hed) / 0,36
- krec'h = ( 90 - led ) / 0,36
- krec'h = [ 90 - (48,46) ] / 0,36 = 41,54 / 0,36 = 115,38
- kleiz = [ 180 + (-3,96) ] / 0,36 = 176,04 / 0,36 = 489
- krec'h = [ 90 - (48,46) ] / 0,36 = 41,54 / 0,36 = 115,38
- krec'h = 115 px
- kleiz = 489 px
- krec'h = 115 px
Notenn: Dav eo tennañ 1 piksel pe 2 d'an talvoudoù kavet m'eo keit ha 3x3 pe 5x5 ar pik a verk ar c'hêrioù war ar gartenn. En un doare pleustrek a-wechoù e vo ret tennañ pe ouzhpennañ un dalvoudenn stabil bennak all, diouzh ar merdeerioù met an dalvoudenn a vo dalc'het en daolenn eo hini ar piksel tostañ da hini ar skeudenn orin 1000x500.
- Evit ar stlennegourien
- ur skriptig e Perl graet en ur heuliañ ar reolennoù merket a-us hag a c'haller implijout evit ober taolioù esae.
#!perl $lat = &reduce(41,39);//ledred derez/eilenn $lon = &reduce(0,54);//hedred derez/eilenn $top = int((90-$lat)/0.36); $left = int((90-$lon)/0.36); print "top = $top px\nleft = $left px\n"; sub reduce($$){ ($lat,$lon) = @_; return $lat + $lon/60; }