TarvGad
Mat e vefe dit sklaeraat e vez implijet ar gont-mañ evit sinañ dindan an anv Gad. (dave: [1]). Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 11:15 (UTC)
Implijer:Gad / pennad Kalaika - kaozeadenn
kemmañDigarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet.
chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? Gad 15 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)
Respont
kemmañDa gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ...
Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ).
Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija.